Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment :
Display 24 boosters Star Wars Unlimited – ...
Voir le deal

 

 Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn

Aller en bas 
+4
meal
marianna
MicK
hoel
8 participants
Aller à la page : Précédent  1, 2
AuteurMessage
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyDim 22 Juil - 14:49

Ha kroget/echuet eo Harry Potter 7 gant unan bennak ac'hanoc'h ?

Me m'o 'nezhañ a-benn nebeut sañset, met n'ouzon ket peur c'hoazh.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyLun 23 Juil - 6:46

Me ivez m'o 'nezhañ a-raok pell, met un nebeud kondisionoù a zo da reunisañ da gentañ :

- ket re a c'hlav (evit ma c'hallfen erruout sec'h er stal dre m'on deuet war varc'h-houarn)
- ur stal digor (n'ouzon ket ma vo digor hiziv)
- ur stal a zo enni an "adult edition" eus Harry Potter, rak kavout a ran ar golo kalz bravoc'h evit an hini evit ar vugale.

Ober a rin ur sin pa vo graet...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyDim 29 Juil - 6:27

gniark!
floupet eo bet Harry Potter the 7th ganin e 2 zevezh lenn non-stop. I KNOW EVERYTHING! Youh!
Laouen on o welet e oa ar gwir ganin diwar-benn tud 'zo (Snape ha Draco Malfoy da skouer...) ha re drist on, ma zudenn muiañ karet a varv!!!!
I was so in love with him!!!!!!!NAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAAANN! N'eo ket just! Bez oa ur bern re all, met ret oa dezhi dibab hemañ!!! Crying or Very sad
Slurf. Mod all eo plijus, plijusoc'h eget ar 6vet hervezhon. Ar fin a zo, penaos laret... un tammig dipitus. Ne c'hellan ket re displegañ perak hep diskuliañ ar fin, met, c'hwi welo. Un tammig "sachet dre ar blev" eo me gav...
Iskis eo soñjal eo echu de vat, ne vo hini ebet da c'hortoz ken. Trist on un tammig. Met spi 'm eus ne skrivo ket un 8vet!
Lalala! Larit p'o po echu lenn, ma c'hellfemp komz eus danvez al levr!^^
*English forever*
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyMer 1 Aoû - 6:52

Prenet ganin ar Stephen King diwezhañ e saozneg, Lisey's story.
Posubl e vo prenañ anezhañ e galleg e penn-kentañ miz Gwengolo/ Ar golo a zo ispisial, met kavout a ran anezhi brav.

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 2226179690.08.LZZZZZZZ

Ma hini a denn kentoc'h da se (brav a-walc'h ar golo ivez).

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 514e0pNJK0L._SS500_

Aze emaon o lenn "Promise me" gant Harlan Coben. Klask a ran lenn e saozneg er mare-mañ, dre m'eo diaesoc'h din en ober e-pad ar bloavezh-skol.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyMar 7 Aoû - 14:17

Boun boun. Dale zo ganin e-keñver al levrioù. Lennet em eus Train d'enfer pour ange rouge, ha kavet 'meus anezhañ dreist !
Mod-all amprestet em eus levrioù d'ur vignonez, Le diable s'habille en Prada met n'en deus ket plijet din, Mes amis mes amours gant Levy, a zo plijus a-walc'h, Je vais bien ne t'en fais pas a zo bet skignet er sinema n'eus ket pell, a zo dedennus, hag ivez istorioù berr gant Anna Gavalda, J'aimerais que quelqu'un m'attende quelque part ma 'meus soñj mat, hag em eus kavet anezho dreist.
Kroget em eus Le Parfum gant Süskind, lennet em eus an hanter, met poan 'meus da vont e-barzh.
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyMer 15 Aoû - 4:31

Echuet Harry Potter 7 ganin ivez, a-benn ar fin.

Da gentañ e lennen ur pennad, ur chapitr evel ma lârfe ur c'helenner bennak, dre zevezh, met dec'h on en em rentet kont n'em boa lennet nemet an hanter eus an istor hag e oa tremenet dija div sizhun abaoe m'oa prenet anezhañ.

Setu em eus lakaet encens da zeviñ, dour an te da virviñ, ur bladenn eus Stabat Mater Vivaldi, ha loc'het e oa.
Non stop etre 22e30 ha 02e30.
Goude bezañ cheñchet pladenn meur a wech on deuet a-benn da echuiñ an istor pile fin Sentirete una canzonetta eus Tarquinio Merula (1594-1665) - un drugar.

Laouen on o vezañ echuet anezhañ, hag o welet ne chom ket kalz plas evit un 8vet levr, meret mat he deus JK Rowlings he afer.

Me n'on ket dipitet gant ar fin, met divinet 'm oa un tammig a-raok dija. A-du gant ar fed eo gwelloc'h eget ar 6, ha d'am soñj gwelloc'h eget an holl re all, met posubl eo e teufe eus ar fed ma 'm eus lennet e saozneg...

Piv 'oa da dudenn muiañ karet Marianna ? Tad Teddy ? Mamm Teddy ? Breur ar born ? Eil karour Lilly Potter ?
Ah, ket, d'am soñj e ouezan... An hini 'zo douaret e ti Bill ha Fleur, neketa ?

Un draig a c'hellfe bezañ bet reisoc'h a zo istor an twin cores, komzet 'vez kalz eus outo, met hep kalz displegadennoù.

Plijus-kenañ eo memestra !

Petra 'maon o vont da lenn, me, bremañ, pa vin ma unan er gêr hep sonadeg d'ober, met boaziet da gousket tro 2e 3e mintin ? Trugarez Rowlings, trugarez vras...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyMar 28 Aoû - 13:45

Ma c'haredig a oa breur ar born... Snif snif snif! Crying or Very sad
Ne zisplije ket din kennebeut eil karour Lily Potter ha zoken ma varv on laouen gant ar wirionez diwar e benn... Ha laouen on ivez evit an hini n'oa kuitaet ar skol ar bloavez a-raok hag a vez adgwelet en "epilogue" ma weles eus piv emaon o komz...
Alala! Me m oa divinet ar wirionez diwar-benn eil karour Lily, diwar-benn ar garantez-se just a-walc'h (er 5vet levr veze komzet eus se ma meus soñj mat...) hag ivez eus peseurt tu e oa da vat. I trusted him!^^
Mall zo warnon e vefe bet lennet gant an holl evit gellout komz hep frazennoù kuiz diwar-benn al levr. Simploc'h e vo!
OOOOUUUUIIIINNNN!!!! Sad Crying or Very sad Sad Crying or Very sad Sad Crying or Very sad Sad Crying or Very sad Sad Crying or Very sad Sad
snif! My litle XXXX is dead!!!! Sad
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyMar 28 Aoû - 15:21

Ale, ale, laaaaaaaaaa, laaa...

Mat e vo, sell er-maez sunny sunny sunny : brav an amzer !

All is well, pe kentoc'h evel ma lâr ur skrivagnerez bennak...
Citation :
All was well

Chalet on just dre ma ne vez ket lâret peseurt micher a zo gant an dud er fin, estreget evit unan anezho (laouen-tre on 'vitañ)...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Amélie Nothomb e Roazhon   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 EmptyLun 10 Sep - 13:34

Amélie Nothomb a vo e Roazhon er Champs-Libres d'ar sadorn 22 a viz Gwengolo da 3e30.
Klasket am boa mont da welet anezhi ar bloaz tremenet ha skarzhet e oan bet dre ma oa kalz re a dud.
Aliet eo dec'hel e blas dre bellgomz evit bezañ sur da gaout ur plas. Sed aze an niverenn : 02 23 40 66 00
Ma'z eo dedennet unan bennak, trugarez da gas din ur gêrig Wink
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Contenu sponsorisé





Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn - Page 2 Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn
Revenir en haut 
Page 2 sur 2Aller à la page : Précédent  1, 2
 Sujets similaires
-
» Arabat eo lenn al levr-se !!!
» Manifestadeg evit Diwan
» Petra ho peus gwelet er sinema ??

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Sevenadur-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser