| Petra ho peus gwelet er sinema ?? | |
|
|
Auteur | Message |
---|
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Mar 29 Aoû - 17:54 | |
| Gellout a rit komz amañ-dindan eus ar filmoù oc'h bet da welet er sinema, pe vefent dreist pe brein. Ul "lazhadeg" pe un "irvinenn". | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Vol 93 Mer 30 Aoû - 15:47 | |
| O paouez distreiñ d'eus ar sinema emaon. Bet on da welet "Vol 93" gant Paul Greengrass (filmaozour ar film "Bloody Sunday").
Ar film a zo hanter-film, hanter teulfilm. Kontañ a ra istor ar c'harr-nij United Airlines 93, loc'het d'an 11 a viz Gwengolo 2001, an hini nemetañ da vezañ bet c'hwitet e bal (sañset an "Ti Gwenn").
Gwelet e vez ar pezh a c'hoarvez er c'harr-nij koulz hag en "tourioù-kontrol" gant ar c'hirri-nij all (aet er World Trade Center pe er "Pentagon").
Neuz gwir penn da benn a zo gant ar film.
Evit klozañ e lârfen eo plijus ar film, hep bezañ dreist kenebeut. | |
|
| |
Tolopi
Niver a gemennadennoù : 74 Age : 36 Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken... Registration date : 09/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Mer 30 Aoû - 16:25 | |
| N'em eus ket gwelet ar film-mañ, met ma eontr geo. Eñ en deus kavet plijus. Lâret en deus din e oa doujus-kenañ evit ar familhoù (komzet e vefe eus pudeur e galleg)...
Ur film a fellfe din gwelet, n'em eus ket bet tro c'hoazh siwazh :
La science des rêves.
Istor ur paotr un tammkollet en e vuhez a gav ur repu en huñvreoù. Sot eo gant an huñvreoù. Karout a ra e amezegez, met hi a zp un tamm ankeniet dirak ar paotr, a seblant un tamm trelatet. Klask a ra diskoulm ar gudenn en huñvreoù.
Ur film graet gant Michel Gondry eo, an hini kentañ savet e Bro C'hall. An hini diwezhañ a oa Eternal Sunshine of the Spotless Mind, savet er Stadoù Unanet gant Jim Carrey. Ur film brav-kenañ (gellout a ran prestiñ d'ar re a fell dezho)
ar film nevez zo gant Gael Garcia Bernal, Charlotte Gainsbourg pe c'hoazh Alain Chabat...
Mont a rin dizale | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Ne le dis à personne Jeu 16 Nov - 6:13 | |
| Bet on da welet "Ne le dis à personne", eil film Guillaume Canet bet tennet eus romant Harlan Coben (en deus an hevelep titl).
Kavet am eus anezhañ plijus-kenañ e pep keñver : c'hoari an aktourien, ar senario, ar sonerezh (graet gant M mar-plij!)
Tost a-walc'h eo chomet Canet eus testenn Coben, o cheñch traoù-zo evel-just, met o chom er memes spered.
Evit ar re ne ouzon ket re petra mont da welet, ne zlefot ket e gavout re fall. | |
|
| |
Perynn
Niver a gemennadennoù : 3 Age : 35 Localisation : Plabenneg Registration date : 30/06/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Ven 8 Déc - 13:29 | |
| Me gave e rae re aon! Goude em eus graet kalz gwallhuñvreoù | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Ven 8 Déc - 14:53 | |
| Ma ra aon Ne le dis à personne dit, ne c'helli ket gwelet kalz filmoù doare polis pe thriller m'eus aon, rak emañ n'eo ket unan feuls na skrijus. War-bouez ar fed en deus graet aon dit az peus e gavet plijus pe get ?
Abaoe on bet da welet c'hoazh daou film tennet eus levrioù bet lennet ganin : Le dahlia noir ha Le concile de pierre.
An hini kentañ a zo chomet tost kenañ eus romant Ellroy, a c'hellit lenn m'ho peus tro, rak ur sapre levr eo ! Du an aergelc'h, istor gant suspens, direbech pe dost.
Evit an eil avat, n'on ket bet ken plijet. Graet eo bet un tamm ar film en doare ma blijfe d'ar muiañ-niver, un tamm "grand-public" giz ma vez lâret, gant kalz darvoudoù, feulster, ... ne servijont ket re an istor. Distummet eo bet un tamm romant J-C Grangé. | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Jeu 29 Mar - 10:20 | |
| Bet on disadorn da welet "La vie des autres" e alamaneg mar-plij.
Aliañ groñs a ran anezhañ deoc'h.
Dedennus a-fed sevenadur, dre e sujed. Ar STASI, polis politikel an RDA o selaou ar geodedourien a bep seurt, ha dreist-holl ar re a c'hellfe bezañ dañjerus evit "surentez ar Stad".
A-skourr e vezer dalc'het e pad an istor. Ur "suspens" dreist betek an dibenn ken dreist all.
Aktourien ampart kenañ, dreist-holl Ulrich Mühe, an haroz, direbech, un dudi da welet. | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Dim 22 Juil - 14:47 | |
| Bet on da welet meur a film er sizhunioù diwezhañ.
Zodiac
Tennet eus un istor gwir a zo un enklask war ur "serial killer". Filmet-kaer, dedennus. Da welet evit ar re a blij dezho seurt istorioù. Feuls a-walc'h eo a-wechoù.
Le scaphandre et le papillon
Tennet d'eus al levr gant ar memes anv, awenet e-unan d'eus un istor gwir. Fromus-kenañ. An aktourien a zo dreist, dreist-holl an hini a c'hoari rol Jean-Do. Ar film-mañ a zo da welet.
Harry Potter 5
Hirik war ar paper (hogos 2e30), ne weled ket an amzer o tremen. Doujet eo bet d'eus al levr mui pe vui, nemet un tamm er fin. Plijus da sellet, met gwelocc'h e chom al levr a-bell. Da welet evit ar re a gar avañturioù ar sorser. | |
|
| |
Tolopi
Niver a gemennadennoù : 74 Age : 36 Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken... Registration date : 09/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Lun 23 Juil - 6:48 | |
| - hoel a écrit:
- avañturioù ar sorser.
Avañturi o, Hoel ! | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Mer 25 Juil - 13:38 | |
| Bet on da welet Ray dec'h da noz. N'am boa ket gwelet anezhañ c'hoazh. N'eo ket ur film a chomo e istor ar sinema, n'eo ket dreistordinal, met plijadur m'eus bet o sellet ha dreist-holl o selaou anezhañ. An aktour a c'hoari rol Ray Charles (Jamie Foxx) a zo eus ar re wellañ tout. Kompren a ran perak en deus bet oskar ar gwellañ aktour e 2004. | |
|
| |
Tolopi
Niver a gemennadennoù : 74 Age : 36 Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken... Registration date : 09/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Jeu 26 Juil - 14:48 | |
| Ray 'm eus gwelet un nebeut mizioù 'zo dija, ha plijet bras 'oan bet. Ur bern traoù 'm eus desket gant ar film-se.
O paouez 'mont da welet Harry Potter 5 emaon, ha dipitet on, da vat.
Me 'gav n'o deus ket graet an aozerien kalz a strivoù evit heuliañ al levr... Traoù a zo zoken kemmet penn da benn ! 'Benn ar fin, hervezon, mennozh pennañ al levr (ar pep pouezusañ en istor) n'eo ket an hevelep hini ha mennozh pennañ ar film, ha mantrus eo. Evit lâret ar wirionez, n'ouzon ket ma 'z eus ur mennozh hag ur "parti pris" gant ar film !
Padout a ra hirik (daoust ma n'em eus ket gwelet me kennebeut an amzer o tremen) met n'eus ket kalz tra a teu 'maez eus ar bern. Gwelloc'h 'vije bet d'am soñj lakaat da badout un eurvezh c'hoazh ha kontañ pep tra dres evel el levr. Pe gwelloc'h c'hoazh, chom hep ober film ebet, ha pik. Mat-tre eo al levrioù e-giz-se.
En em adpakout a rin en ur lenn al levr niverenn 7, divizet eo, e brenañ a ran warc'hoazh. | |
|
| |
hoel
Niver a gemennadennoù : 69 Age : 36 Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all Registration date : 01/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Jeu 26 Juil - 14:50 | |
| Dreist da avatar, gant ar berraskell Harry Potter ! | |
|
| |
Tolopi
Niver a gemennadennoù : 74 Age : 36 Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken... Registration date : 09/07/2006
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? Jeu 26 Juil - 17:53 | |
| Trug... Forzh penaos bremañ n'em bo mui nemet avataroù diazezet war Tux. Ur gudenn a bolitikerezh urzhiataerezhel eo. Bevet Linus Torvalds | |
|
| |
Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Petra ho peus gwelet er sinema ?? | |
| |
|
| |
| Petra ho peus gwelet er sinema ?? | |
|