Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le deal à ne pas rater :
Carte Fnac+ Jackpot avec 30€ offerts sur le compte fidélité
19.99 €
Voir le deal

 

 Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn

Aller en bas 
+4
meal
marianna
MicK
hoel
8 participants
Aller à la page : 1, 2  Suivant
AuteurMessage
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 3 Juil - 3:16

Setu amañ al lec'h evit kinnig al levrioù o deus plijet deoc'h d'ho keneiled klas termen. Very Happy

N'eus forzh peseurt doare levr a zo degemeret : polis, skiant-faltazi, karantez, ha me oar petra c'hoazh gant ma'z eo plijus, pe kavet plijus ganeoc'h da nebeutañ Laughing .

Arguzennit da nebeutañ un disterañ ho soñj war al levr. Gellout a rit lakaat titouroù ouzhpenn, ar golo, ...

Exclamation DIWALLIT : na gontit e mod ebet fin an istor pe elfennoù a dorrfe ar "suspens" en ho pennadoù kinnig.

Trugarez deoc'h holl ha bevet al levrioù ! Very Happy
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Maintenant c'est ma vie gant Meg Rosoff   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 3 Juil - 3:21

Setu kregiñ a ran. Kemerit skouer warnon evit sevel un doare fichenn Wink

E-touez al levrioù am eus lennet er mare-mañ e kinnigfen mat unan deoc'h.

Maintenant, c'est ma vie eo an titl e galleg How I live now er yezh orin, da lavaret eo ar saozneg (Breizh-Veur) ha Meg Rosoff eo anv ar skrivagnerez.

Setu penaos eo (ar golo da nebeutañ) :

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn 9782226170064

Un tamm "kuku" ar golo met boñ. Very Happy

Al levr-se en deus troet er gêr etre ma breur ma c'hoar ha me hag an holl o deus kavet anezhañ plijus. Lennet e vez buan ha n'eo ket gwall hir a-fed pajennadoù kenebeut.

An istor :

Daisy, krennardez o tont eus New-York a ya da vevañ e ti he c'hendirvi, war ar maez e Bro-Saoz evit ar vakañsoù hañv. Ur gwalldaol e Londrez a lako ur brezel da gregiñ er vro ha dispartiet e vo ar c'hendirvi. Klask a raio Daisy o adkavout e-kreiz ar brezel.

Levr kentañ Meg Rosoff eo hemañ ha resevet en deus dija kalzig a brizioù evit lennegezh ar yaouankiz koulz e Bro-Saoz hag e lec'h all. Tud'zo a lavar dija e chomo al levr-se e-touez levrioù brasañ al lennegezh evit ar yaouankiz gant re J.K. Rowling, Roald Dahl hag all.

Evit ar re n'o deus ket tro da vont d'ul levraoueg bennak, ret deoc'h gouzout e koust al levr 12 euro en ur stal levrioù ha betek 11 euro 40 war internet (FNAC pe Amazon) : pebezh distaol !!! Laughing

Setu echu ganin ma fennad bruderezh. Very Happy

Deoc'h da reiñ o ali war al levr-mañ pe da ginnig lod all bremañ !!
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
MicK

MicK


Niver a gemennadennoù : 26
Age : 36
Localisation : piv oar ??
Registration date : 03/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 3 Juil - 16:56

n'eo ket evit ober bruderez, met evit ar re hag a klask traoù war an FLB-ARB, al levr skrivet gant Lionel Henry & Annick Lagadec a zo mad a-walc'h. An enklask a zo spis hag an darvoudoù a zo kontet evel ma 'z int tremenet e gwirionez. Evel-se e respontan d'r goulenn hag a zo bet graet din met ne ouezhan ket mui gant piv.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.capitaliste.com/
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: ...   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyMer 5 Juil - 13:24

ul levr m'efe da aliañ ( fin meur a hini e gwirionez met unan 'vo trawalc'h ar wech mañ^^)
setu:
" La ballade de l'impossible" gant Haruki Murakami
an istor: An haroz ( 'm eus ket soñj eus e anv pale ) a adkav ur vignonez lise, a oa karedig e vignon gwellañ. Eñ 'oa amourous diouti ivez, met pa'z eo en em lazhet e vignon gwellañ n'int et en em welet ken...
Un tammig luzhiet e vefe da gontañ, met ul levr plijus tre eo, un tammig dreist-wirvoudel, hag a blijo d'ar re a blij dezhe ar Beatles (ha da re all ivez memestra) peogwir e vez kaoz diouzh o c'hanaouennoù en destenn... un istor karantez eo, met un istor trist, el lec'h ma zesk an harozed en em zizoleiñ, ha mestroniañ o santimanchoù (yeah!)
N'ouzon ket re penaos reiñ c'hoant deoc'h lenn al levr-se, met plijet 'n eus kalz kalz din... levr ar bloavezh 2005 evidon!^^ Wink
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 6 Juil - 15:06

m'ho peus netra da lenn, grit eveldon :
sellit war ho listenn traoù d'ober ' benn an distro !
me 'm eus da lenn 3 levr (n'eo ket re)
kregin a ran gant don quijote de la mancha ! e galleg ...
lavaret a rin deoc'h ma 'z eo plijus !
lod o deus e lennet dija ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Gabrielle




Niver a gemennadennoù : 3
Registration date : 05/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyVen 7 Juil - 6:14

Bez em eus l'histoire de la médecine hag a zo bet prennet din gant va zad ha daou levr diwar benn an "Anatomie humaine"...plijadur en perspective!!! Rolling Eyes
Revenir en haut Aller en bas
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Shutter Island   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptySam 22 Juil - 5:51

Evit ar re a blij dezho ar romantoù polis pe ar pezh a vez anvet "thriller". Setu aze unan eus ar re wellañ am eus bet tro da lenn er mare-mañ.

Shutter Island gant Dennis Lehane eo al levr.

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn 2743614811.01.LZZZZZZZ

An istor buan ha buan :

Daou archer a zo bet kaset war une enezenn gollet, warni un ospital 'vit tud klañv bras o spered ha dañjerus. Ret eo dezho adkavout roud ur plac'h a zo tec'het kuit. Buan e merzhont ne seblant ket posupl e vefe tec'het kuit he-unan. Met penaos neuze ? Gant sikour unan eus ar glañvdiourien ?

Un istor a vez lennet buan-tre ken kreñv eo ar suspens.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptySam 29 Juil - 15:25

lennit Don kic'hote ! dreist eo !
evit gwir eo nul, ken nul ma 'z eo plijus, plijus kenan zoken !
farsus eo, n'eo ket kompliket (tamm ebet), ouzhpenn se eo mat evit an holl lennerien : kement evit ar re a lenn buan, kalz hag evit ar re az a gouestat (eveldon, ya abaoe ur miz emaon gantan, pe dost ... met bon, stajoù dabu a zo memestra !). perak ?
peogwir eo berr ar pennadoù (15 pajenn d'ar muian tout (bon, gwir eo ez eo hervezh an edisioun)),met echuin a reont (kichamant) atav gant "hag e lavaras ar pezh a c'hlloc'h lenn er pennad a zeu ..."
setu, me lavar deoc'h, evit ar suspens eo dreist ! ma lazhoc'h ar goullou e fin ar pennad, ne c'helloc'h ket kousket peogwir ho po c'hoant gouzout peseurt sotoni a lavara DK !
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 31 Juil - 8:31

O paouez echuiñ "La baleine blanche" emaon, unan eus romantoù niverus Jacques Lanzmann, foeter-bro a-vicher, skriver kanaouennoù (kazi holl ganaouennoù Dutronc zo bet skrivet gantañ), ha marvet un nebeut sizhunvezhioù 'zo.

Setu da gentañ ar golo :

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn 215880sc5.th

Kontañ a ra istor ur paotr yaouank trizek bloaz hag e dad-kozh aet da glask war-lec'h an tad kollet, o vale en ul lec'h bennak en Himalaya.
Un istor karantez eo, etre ar bugel hag an tad-kozh, etre ar bugel hag ur plac'h, etre an den hag an natur, ha me oar me...
Dispar eo an doare m'eo deskrivet ar vuhez eno, pa erruont e Katmandou, an hippied e pep lec'h, paourentez an dud, met ur vuhez seder ha laouen memestra.

Roet en deus al levr-se c'hoant din da vont da vale eno !

En ur c'hortoz on kroget da lenn ul levr all gant Lanzmann, "Le Lama bleu", ha ne seblant ket fall kennebeut...

Just evit kaout ur soñj eus doare an den, setu petra lâr wikipedia war e vicherioù :

Citation :
* Ouvrier agricole,
* Artiste peintre (1948-55),
* Mineur au Chili (1952-53),
* Ecrivain (depuis 1954),
* Boursier de la fondation Del Duca (1960),
* Journaliste à l´Express (1960-62),
* Animateur de Rendez-vous avec lui à Europe I (1966-67),
* Rédacteur en chef de Lui (1963-68),
* Gérant des Editions spéciales (1968-74),
* Directeur de collection aux éditions Denoël (1972-74),
* Journaliste (rubrique télévision) puis Chroniqueur (depuis 1978) à V.S.D.,
* Auteur de plus de 150 chansons,
* Producteur de films,
* Scénariste entre autres de films de Philippe Labro,
* Chroniqueur sur la chaîne Voyage (1997),
* Directeur littéraire aux éditions Ramsay (1995).
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Le magasin général   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 3 Aoû - 6:17

Komz a rin eus ur vandenn dreset evit cheñch.

Aliet eo bet din lenn ar vandenn-dreset-se, nevez deuet er-maez.

Magasin général (Tome 1 : Marie) (tri levr a vo war a seblant)

Setu ar golo :

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn 2203370114_0

Peurliesañ e vez daou den oc'h ober ur BD, unan o tresañ hag unan oc'h ober ar scenario. Aze evit ur wech eo disheñvel mat an traoù. Tripp ha Loisel (treser ar BD Peter Pan), daou dreser brudet mat e bed ar BD o deus treset hag ijinet an istor asambles.

An istor : E Bro-Gebeg eo lec'hiet an istor, e-pad ar bloavezhioù 1920. Ur c'hebekiz en deus sikouret an daou aozer da reiñ ur blaz gwir eus ar vro e komzoù tudennoù al levr.

Ma ali : Brav-eston eo an tresadennoù ha plijus an istor. Mall-zo warnon lenn al levrennoù 2 ha 3. Ma gejit gant ar BD-se, lennit anezhi.


Dernière édition par le Jeu 3 Aoû - 17:14, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Rakounig

Rakounig


Niver a gemennadennoù : 18
Localisation : 'Barzh da r... !
Registration date : 30/06/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 3 Aoû - 13:44

Citation :
tremen a ra an istor e Bro-Gebeg er bloavezhioù 1920. Ur c'hebekiz en deus sikouret an daou aozer evit reiñ ur blaz gwir eus ar vro e komzoù an dud.

>>>> Daou zevezh a roan dit da reizhañ se !
Revenir en haut Aller en bas
MicK

MicK


Niver a gemennadennoù : 26
Age : 36
Localisation : piv oar ??
Registration date : 03/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Vodka, Boris Starling   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyMer 16 Aoû - 7:00

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn 9782841878055cy6gg7

An istor a krog e Moskou e miz kerzu 1991. Ur plac'h anvet Alice Lindell, ur gapitalourezh amerikan brein hag a labour evit an FMI a zo e karg prevesadur (privatisation ??) ul labouradeg. Anvet "Here ruz" al labouradeg-se e lec'h ma vez fardet Vodka a zo meret gant penn mafia moskou.
Etre ar brezel etre ar Mafiaoù hag un istor muntroù kontet war 100 devezh e vez kavet ivez un istor karantez...
...hag ur fin eus ar re souezhushañ...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.capitaliste.com/
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Kafka war an aod   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 28 Aoû - 9:34

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Kafka_rivage

Echuet am eus al levr-mañ ar sizhun tremenet.

Disheñvel-kenañ eo eus ar pezh 'lennan boas, met kavet am eus anezhañ plijus memestra.

Ar skrivagner, Haruki Murakami, a zo ur mailh evit lakaat al lenner da vezañ tost ouzh an tudennoù.

Iskis a-walc'h eo ar fin met chut... Ne lavaran ket muioc'h, lennit anezhañ !
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyMar 5 Sep - 7:08

Ul levr filo bremañ. Bezomp sirius un tamm a-wechoù !

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Traite_d_atheologie-730942

Brudet a-walc'h eo Michel Onfray, ur prederour gall a-vremañ. Skrivañ a ra kalzik. Al levr-se a zo un doare "manifeste" o tiskwel perak eo gwell bevañ hep relijion eget gant unan, gant arguzennoù e-leizh.

Dedennus-kenañ am eus kavet al levr-se rak desket e vez kalz traoù war ar relijionoù ne vezont ket lâret d'an dud evit ma chomfent o krediñ.

Tu zo rebechiñ da M.O. bezañ un tamm re d/"taer" a wechoù, met da nebeutañ e skriv ar pezh a soñj.

Evit chom neutral e kinnigan ivez ar "respont" bet graet dezhañ, al levr "L'anti-traité d'athéologie, le système Onfray mis à nu" gant Matthieu Baumier, zoken ma ne 'm eus ket lennet anezañ.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 1 Mar - 10:39

Gwelet a ran n'eo ket bet lakaet traoù nevez amañ. Lennet em eus ul levr plijus ar sizhun tremenet anvet Le sang du temps. Skrivet eo bet gant Maxime Chattam ha war a -seblant ar skrivagner-mañ a zo brudet a-walc'h bremañ (skrivet en deus ivez Le Ve Règne hag a zo ur best-seller). Ur thriller eo (dav e vo din goulenn d'unan bennak ur wech penaos e vez distaget ar ger-mañ a-benn ar fin Smile ).
D'un tu e vez heuliet istor ur plac'h a zo o labourat evel sekretourez en ul labo evit ar re varv (evit ober autopsiennoù...) ha dizoleiñ a ra ur sekred-stad. Dav eo dezhi neuze kuitaat he labour hag he ranndi e Pariz, ha kaset eo gant an DST (D? Sécurité du Territoire) e Menez-Sant-Mikel d'en em guzhat. Du-mañ e ra anaoudegezh gant ur strollad breudeur ha c'hoarezed (tud a iliz) iskis-kenañ.
Stok ha stok e vez istor ur Saozon a zo o vevañ e Bro-Ejipt e 1928, un archer eo. Kregiñ a ra un enklask evit adkavout ur muntrer ispisial : ur goul, da lâret eo ur seurt diaoulez hag a zebr ar re varv tennet diouzh ar bez (ur vojenn ejipsian eo). An den ne gred ket re ar vojenn, met iskis eo ar muntroù : bugale a zo kavet torret e daou (neuze eo ret kaout un nerzh spontus) ha gant sper warno (ar muntrer a zo plijet gant an traoù spontus e ra hag ur paotr e vefe neuze).
Paouez a ran mod-all e gontin an istor a-bezh neuze setu a-benn ar fin an div istor a zo liammet met n'eus ket tu divinout mat perak e-penn kentañ, ha pa hon eus divinet tamm-pe-damm, un dra disheñvel ha souezhus a c'hoarvez. Fin an istor a zo souezhus-tre (evidon d'an nebeutañ). Plijus a-walc'h eo al levr, zoken ma vez pennadoù re hir a-wechoù.
Revenir en haut Aller en bas
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyVen 2 Mar - 2:34

Maxime Chattam a zo unan eus ma skrivagnerien karetañ. Un ezel eus forum e "fan" emaon hag ar chañs am eus bet da gejañ gantañ e Pariz ar bloaz-mañ. Digor kenañ eo ar paotr gant e lennerien, ha dedennus tre.
E levr a zeu "Prédateurs" a zeuio er-maez e miz Ebrel.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyDim 4 Mar - 12:37

Beñ ne anavezan ket re e levrioù met dija an hini 'meus lennet a ro c'hoant da genderc'hel. N'on ket souezhet e blijfe dit, dija gouzout a ran e blij dit Grangé. Adlennet em eus La ligne noire ur sizhun 'zo, prestet ez poa din al levr e kentañ klas met disoñjet em boa un tamm an istor. Abaoe un nebeut mizioù on kentoc'h en ur mare Werber, echuet em eus Le père de nos pères pemzektez 'zo ha bremañ eo tro L'empire des anges evit ar pedervet gwech Smile Dispar eo Werber me 'zo ur gwir groupie !
Ha daoust hag-eñ ez eus skrivagnerien polar dedennus er mare-mañ ?
Revenir en haut Aller en bas
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyLun 5 Mar - 5:59

War-bouez Chattam ha Grangé (hag a zo o paouez skrivañ ul levr nevez deuet er-maez ar sizhun tremenet) ez eus ur gwir "gwagenn nevez" skrivagnerien gall romantoù "polis".

Gellet a ran mennegiñ :

-Franck Thilliez, en deus resevet dija meur a briz (4 levr)

-Laurent Scalese, ket fall tamm ebet

-Thierry Serfaty, dreist, met atav ul liamm gant ar medisinerezh, ar skiantoù, a c'hellfe displijout da lod, daoust ma'z eo displeget en un doare simpl

-Hématome gant Maud Mayeras, romant kentañ ur plac'h 22 vloaz, dreist

-L'oeil de Caine gant Patrick Bauwen, "thriller" ar bloaz hervez darn vrasañ al lennerien war ar forumoù polar. N'em eus ket lennet emañ c'hoazh.

Mod all er mare-mañ em eus kavet AR skrivagner romantoù polis (war-bouezh Agatha Christie) da lâret eo James Ellroy.
Romantoù hir, gant ur gwir aergelc'h, taolennadurioù, hag evel-just muntroù ha suspens. Romant polis ha gwir lennegezh war un dro.


Ma peus c'hoant kavout soñjoù evit lenn "polar-où" kae da welet al lec'hienn http://polars.pourpres.net a zo dreist. Tu zo dit kavout al levrioù pe ar skrivagnerien gant an notennoù gwellañ, lenn atersadennoù, kavout romantoù dre zegouezh, ...
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 22 Mar - 10:39

Siwazh ne brenan ket alies levrioù deuet er-maez nevez 'zo, n'int ket marc'hadmat-tre. Da 20 euro al levr (war-dro), kavout a ran gwelloc'h prenañ levrioù "godell". Gwir eo ret eo din gortoz ur c'hwec'h miz bennak a-raok ma vefent embannet en ur ment bihanoc'h, met gwelloc'h eo din prenañ ha lenn ur bern levrioù diwezhatoc'h eget un nebeut re bremañ.
A-benn ar fin trugarez bras Hoel peogwir em eus kavet mennozhioù dedennus evit ma levraoueg war al lec'hienn "polars pourpres". Diaes eo din kavout levrioù a blij kalz, klask a ran istorioù don, prederiet, ha gwirion, alies liammet gant traoù kozh (evel e-barzh La sang du temps hag a c'hoarvez en amzer vremañ hag e 1928, ouzhpenn en ur vro all, ar pezh a zo dedennusoc'h c'hoazh !). Graet em eus ul listenn levrioù da brenañ an dibenn sizhun-mañ, neuze lakaat a rin pennadoù nevez amañ da reiñ ma ali Very Happy
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyVen 23 Mar - 4:09

ma fell deoc'h cheñch un tamm eus ar romantoù polis hag an heuliennoù du scratch
e kinnigan deoc'h lenn "Laura Brams", gant Patrick Cauvin.

Bon, ok, un istor karantez - evel boaz gant P. Cauvin - met skrivet en ur mod fentus-kenañ, ha gant tem an azginivelezh (ket ar maread istorel, ar fed bevañ meur a vuhez disheñvel da heul).

Ha me fell deoc'h lenn traoù all eus ar paotr-mañ, "Pourquoi pas nous ?", karantez farsus adarre, etre ur pezh mell c'hoarier catch ha renerezh ur stal levrioù.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyVen 23 Mar - 15:58

Ya n'eo ket fall kinnig istorioù karantez. Un tamm levenez er bed-mañ a ra vad d'an holl Very Happy

Kroget em eus hiziv da lenn Ne le dis à personne skrivet gant Harlan Coben. Ar film a zo aet er-maez n'eus ket pell, met gwelloc'h eo lenn al levr a-raok, evel-just. Lennet em eus ur c'hant pajenn bennak, ha plijus kenañ e gavan anezhañ. Un tamm diaes a-wechoù da heuliañ an holl liammoù a zo etre an dudennoù, zoken ma n'int ket displeget don-tre da virout ar suspens. Kollet on tamm pe damm, pe d'am soñj gant an dibenn, ar goulou a teuio diouzhtu en va spered...
An istor a zo dedennus : gwreg un den a zo lazhet gant ur muntrer "en série". Eizh bloaz war-lerc'h ar paotr-se a resev ur mail gant ul liamm a gas anezhañ war ul lec'hienn o tiskouezh ur straed filmet en amzer gwirion. War ar skeudenn e wel e wreg, bev. Iskis, neketa ? Ha just d'ar mare-mañ an FBI a dag anezhañ peogwir e gred dezhañ eo eñ muntrer e wreg ! Souezhus...

Mod-all prenet em eus ivez Pars vite et reviens tard, c'hoazh ul levr a zo bet lakaet e film n'eus ket pell. Skrivet eo gant Fred Vargas. An diverradenn a gomz nemet diwar-benn arouezioù iskis livet war dorioù ranndioù hag ur seurt "nerzh" diaoulek. Gwelet 'vo !

An trede ha diwezhañ hini a zo L'homme à l'envers a zo bet skrivet gant Fred Vargas ivez. Bleizi gouez a lazh deñved en ur gêriadenn e Bro-C'hall. Met an dud a gred kentoc'h eo amañ oberenn ur bleiz-"garou". Pa vez kavet korf ur vaouez dic'houzouget en he atant, spontet eo an holl. Neuze, bleizi pe gwasoc'h ??? Teñ teñ teñ Laughing

Kontañ a rin deoc'h pep tra e fin ar sizhun, pa vo echu ganin lenn pep tra.
Revenir en haut Aller en bas
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyVen 23 Mar - 16:01

lennet 'm eus 2 levr Fred Vargas, ha keit ma 'maoc'h ganti e alian ac'hanoc'h da brenañ( pe kentoc'h amprestiñ el levraoueg, rak kalz a zo) an holl, peogwir int holl dreist.
"pars vite et reviens tard": un drugar! dibabet 'peus mat Oro!^^
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyMer 28 Mar - 12:35

Ya, gwir eo un drugar eo al levr-mañ (Pars vite et reviens tard). Kroget em eus anezhañ dilun mintin, hag echu dilun da noz Very Happy Ken plijus e oa e lenn !! Me oa souezhet gant pep tra, ne 'meus divinet netra a-raok ar fin (marteze on re nunuch evit kavout respontoù, met ne gred ket din). Ur perzh fall zoken : re verr... Laughing Ouzhpenn da se, al liammoù istorel... Ur gwir blijadur eo (aliañ a ran Les piliers de la terre gant Ken Follet, a dremen er Grennamzer, pa veze savet Ilizoù-Veur, ha n'eo ket tamm ebet "borodus eus ti borodus" Very Happy ).

Echu ganin ivez Ne le dis à personne, disul da noz. Dedennus, hag iskis, met re amerikan a-wechoù gant FBI hag all a zo skuizhus da heuliañ, atav o deus c'hoant bezañ harozed. Ar gudenn gant ar romantoù amerikan, n'eus ket kalz a istorioù don, a muntroù "psikologel" (doare Grangé, hag a zo ur mestr gant e istorioù dibar ha ken tort). Met dedennus, ya, souezhet on bet gant dibenn al levr.

Laosket em eus da gostez L'homme à l'enversgant Vargas, evit ar poent. Lenn a rin anezhañ e-pad an dibenn sizhun.

Bremaik em eus kroget Sans feu ni lieu gant Vargas atav (heñchet gant da ali, Ma, met ivez peogwir e blij din an doare skritur, an doare da gontañ an darvoudoù). Lennet em eus ur c'hant pajennad bennak. Ober a ran an enklask d'ar memes mare hag ar c'homiser, prederiañ a ran war ar muntroù, perak e vefe an den-mañ al lazher... E-barzh on penn-da-benn, beuzet gant an enklask hag ar blijadur !!!!
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyMer 28 Mar - 12:56

Ha prenet em eus ivez La Forêt des ombres gant Thilliez.

Met dav eo din paouez un tamm prenañ levrioù evit ar poent. Dija e vin paour-razh a-benn nebeut dre se Very Happy
Met dreist-holl peogwir e rankan lenn ar Barzaz Breiz a-raok an arnodennoù.. Un dre gomz ouzhpenn... Tri levr a zo da zibab dre zen, ar pezh hon eus c'hoant, met unan a rank bezañ bet skrivet a-raok an XXvet kd. Aes... Etre ar Barzaz hag Emgann Kergidu, dibabet em eus buan ! Met diaes eo da lenn. Ur vaouez hag a studi ar Barzaz er CRBC a lâr e vez al levr-mañ e holl familhoù Breizh pe dost, met n'eus ket kalz tud hag o deus lennet anezhañ. En he studiadenn e vez kavet ur frazenn gwir-tre da aoueziañ perak : "un livre sacré mais illisible". Ha gwir eo, evit an holl ar Barzaz a zo AL levr ! Doujañs a zo e-leizh ! Met gant piv eo bet lennet ?
Marteze (sur a-walc'h) ne lennin ket pep tra d'un taol en ur miz Neutral (amzer vo ganin em puhez Very Happy ).
Va daou dibab all a zo Argantael gant Abeozen (dav eo din ober enklaskoù war ar mare, diwar ar bolitikerezh, ne m'eus komprenet netra Embarassed ). Ansav a ran, leñvet em eus er fin. Ha leñvet mat Wink Ken trist eo gwelet an den o welet e vignonez hag o vugel o vervel... Ansav a ran ivez ne 'meus biskoazh lennet al levr er skolaj Embarassed , ne blije ket din tamm ebet an istor d'ar mare-mañ (el lise ne blije ket din abalamour d'ar c'helenner). An eil dibab a zo An ti a drizek siminal gant Roparz Hemon. Ul levr dispar. Ar gwir a zo dibab ul levr aes ma vez ul levr diaes en daou all, evidon : ar Barzaz evel-just.
Setu, kontet ma vuhez studierez... Noz vat deoc'h holl !
Nemet un draig da lakaat ac'hanoc'h da fuloriñ : ar vakañsoù eo evidon abaoe kreisteiz hiziv (va c'helenner n'eo ket amañ digwener, ha ne 'meus kentel ebet d'ar yaou) !!! Twisted Evil Twisted Evil Twisted Evil
Revenir en haut Aller en bas
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn EmptyJeu 29 Mar - 10:15

La forêt des ombres a zo plijus, met gwelloc'h a zo e-keñver romantoù Thilliez. La chambre des morts pe Train d'Enfer pour Ange rouge a zo dreist.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Contenu sponsorisé





Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty
MessageSujet: Re: Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn   Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Evit ar re o deus c'hoant lenn met ne ouzont ket petra lenn
Revenir en haut 
Page 1 sur 2Aller à la page : 1, 2  Suivant
 Sujets similaires
-
» Arabat eo lenn al levr-se !!!
» Manifestadeg evit Diwan
» Petra ho peus gwelet er sinema ??

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Sevenadur-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser