Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment : -11%
Smartphone 6.36 ” Xiaomi 14 (12 Go / 256 Go
Voir le deal
641 €

 

 Bla Bla fin ar bloaz...

Aller en bas 
3 participants
AuteurMessage
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Bla Bla fin ar bloaz... Empty
MessageSujet: Bla Bla fin ar bloaz...   Bla Bla fin ar bloaz... EmptyVen 15 Juin - 15:12

Tost ur bloaz dija ez eo bet krouet ar forum...
N'eo ket bev tre, dav eo ansav Suspect , hag atav ar memes re o tont (n'eo ket ur rebech!!! Smile ) met plijus eo dont ur wech an amzer da skrivañ e Brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt... Razz
Kement-se 'vit erruout aze:
Petra teuit da vezañ, ur bloaz war-lec'h ar bak? Paket ho ploavezh ganeoc'h, ha bec'h de'i d'an eil bloavezh? Eilañ, marteze? Pe cheñch studioù??? Question
Kregiñ 'ran ganin, han? (a-viskoaz e 'm eus kavet e sonne gwelloc'h "hein?" eget "han", met skrivomp e Brezhoneg betek penn!)
Echu ganin ma c'hentañ bloavezh LEA Saozneg/Kastilhaneg, gant ur meneg Mat A-Walc'h, 13,89 a geidenn. Cool (un tammig dipitet memestra, gallet 'm efe ober ur striv ha tizhout ar meneg mat! Sad )... Emaon e soñj kendalc'h gant an hentenn-mañ, daoust ma n'eo ket dres ar pezh a tlefen ober evit dont da vezañ troerez lennegel, evel ma karfen ober. Met plijout a ra din, ha dont a ran a-benn, setu e klaskin mont betek penn, an aotregezh da vihanañ. (hag ouzhpenn n'em eus ket c'hoant ober ar memes studioù eget Moran! Torr-penn a-walc'h eo dija gwelet pegen mat e teu a-benn, ma rafen ar memes tra e vefe spontusoc'h c'hoazh!... Met bon, fier on diouzit memestra, Moran! I love you )
Setu setu... Mod all, ne labourin ket e-pad ar vakañsoù, setu ez in da welet ma familh e Su bro C'hall, mont a rin ivez da wouelioù Kerne hag an Oriant, da Skos e miz Eost ( cheers ), ha da Alsace gant familh Moran evit echuiñ miz Eost... Hag goude vo poent en em brientiñ en dro evit ar bloavezh skol! Argl! 4 miz vakañsoù e seblant berr din o skrivañ-se... Rolling Eyes
Ha c'hwi? alien
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Bla Bla fin ar bloaz... Empty
MessageSujet: Re: Bla Bla fin ar bloaz...   Bla Bla fin ar bloaz... EmptyMer 20 Juin - 14:36

Beñ me 'zo e vakañsoù dibaoe pell dija ! Oulaaaaaa...
Tapet ma bloavezh hep re a gudennoù, ur menneg mat bihan zoken, kenderc'hel a ran an eil bloavezh e miz Gwengolo !

Hag e-pad an hañv, ret mat eo labourat, neuze 'maon o vont d'ober sonerezh. Un ugent fest-noz bennak e Breizh hag e lec'h all. N'on ket intermitant met n'on ket pell !!
Mont kuit n'ouzon ket c'hoazh, da welet ma 'm eus un toull un nebeut devezhioù...

D'am soñj 'vo leuniet mat a pevar miz (!!) a zo bet profet din gant ar skol-veur, met laouen e vin ivez da zistreiñ er c'hentelioù, hañ ? Wink

Bon, setu 'vidon, ken ar c'hentañ tudoù
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Bla Bla fin ar bloaz... Empty
MessageSujet: Re: Bla Bla fin ar bloaz...   Bla Bla fin ar bloaz... EmptyMar 7 Aoû - 14:09

Demat deoc'h holl!! Pell zo n'on ket deuet amañ. Met bremañ n'on ket alies ken e ti ma zud ha siwazh n'em eus ket amzer da vont er Skol-Veur er sal urzhiaterezh. Labourat a ran an hañv a-bezh en ul leti. Met amzer 'meus da vont en Erer Kozh ha da Graozon Laughing Hast zo warnon da vezañ digwener!
Ar bloaz o tont e choman e brezhoneg, 2eil bloavezh. Tremenet on gant 12,243/20 a geidenn, hep disoñjal ez eus an arnodennoù urzhiataerezh Mad hag italianeg pale enni siwazh, kentelioù lec'h ma n'on ket bet kalz Twisted Evil . C'hoant 'meus distreiñ er Skol-Veur, dedennusoc'h eo eget al labour a ran er mare-mañ.

Keno
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Bla Bla fin ar bloaz... Empty
MessageSujet: Re: Bla Bla fin ar bloaz...   Bla Bla fin ar bloaz... Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Bla Bla fin ar bloaz...
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: A bep seurt...-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser