Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment :
Carte Fnac+ Jackpot avec 30€ offerts sur le ...
Voir le deal
19.99 €

 

 Labour-Hañv...

Aller en bas 
3 participants
AuteurMessage
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 27 Mar - 8:43

Hello!
Bec'h de'i evit reiñ buhez d'ar forum neuze! Razz
Setu an tem: peseurt labour vo graet ganeoc'h an hañv-mañ? O klask emaoc'h c'hoazh?
O klask emaon me c'hoazh, skrivet ganin ma lizhiri emginnig, prest ma CV ha tout. Dav eo din bremañ kas tout se da bep hini. Klask a ran e Privat (le forum du livre), Virgin, Ofis ar Brezhoneg, Subway ( ur super "sandwicherie") evit miz Even ha Gouere. M'ho peus kinnigoù na zedenn ket ac'hanoc'h, kasit din!^^
Question Mod all, da Oro eo dresit-holl ar goulenn, peogwir e ouzan 'peus graet dija, met an holl a ch'ell respont evel-just, daoust hag-eñ eo efedus an "agence d'intérim"? Me garfe ober un dra 'vel "receptionniste" pe sekretourez. Kinnig a reont traoù giz-se? Ha daoust hag-eñ eo ar mare mat d'ober? Pe re abred/re ziwezhat? confused
Aliit ac'hanon mar plij!!!!
PS: petra eo se: monkey (hervezh an anv eo ur marmouz)
PPS : I love this one: drunken (psychotique!^^)
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 27 Mar - 12:54

Neuze neuze... Ur gudenn displijus eo kavout labour er mare-mañ, zoken evit an hañv. E-penn kentañ e kasen CVoù ha lizhiri da bep lec'h, met gwelet em eus mat ne gerzhe ket tamm ebet, ha ne oa tost den ebet o respont din. Marteze peogwir e glasken ul labour adalek bremañ, da lakaat arc'hant da gostez evit paeañ va ranndi adalek miz Even, ha n'eus ket kalz a dud a gemer studierien da labourat bemdez pa 'z int c'hoazh o heuliañ kentelioù... Alies eo ret kouezhañ war an "okaz" dic'hortoz. Spi 'meus evidout Ma ez po muioc'h a chañs egedon, peogwir eo un istor chañs ha ket nemet un istor entan pe skiant-prenet hiziv an deiz siwazh...
Neuze aet on e Adecco e Brest. Lâret em eus dezho peseurt labour e oan gouest d'ober, ha lâret em eus ur bern traoù evit bezañ sur kaout un dra bennak (skaotañ al listri, ober ar menaj, ober ar servij en un davarn pe en un ostaleri, traoù un tamm heñvel ha "réceptionniste", hag all hag all, un hanter-kant labour bennak d'am soñj...). Met da ziwall zo : bez ez eus ur bern labourioù lec'h ma 'z eo ret kaout skiant-prenet (6 miz d'an nebeutañ, a-wechoù 2 vloaz pale ). Er mare-mañ e oan skaoterez listri en un ostaleri bras (war-dro 200 den, diaes a-walc'h al labour). Met ar gudenn gant an interim, labour 'zo pa vez unan bennak klañv, pe dougerez pe me oar-me, neuze kevredoù un devezh eo bewech. Da lâret eo tu 'zo dit labourat 20 devezh e miz Even da skouer, ha 4 devezh e miz Gouere. N'eo ket stabil tamm ebet, neuze e c'hell bezañ mat ober daou pe tri labour d'ar memes mare (ar pezh e ran bremañ). Ret e o diskouezh mat e peus an "niaque" Laughing , e peus c'hoant labourat gant entan. Evidon adalek miz Ebrel e rin ar menaj e kambreier ul leti. Aze e labourin bep eil sizhun, d'ar sadorn ha d'ar sul. Pa vo echu ganin an arnodennoù e labourin bemdez betek miz Gwengolo (spi 'meus). E-penn kentañ e labourin 4 eurvezh dre zevezh, ha ma labouran buan ha mat, e vo ouzhpennet eurvezhioù din. A-raok miz Even, ma vez Adecco o pellgomz din evit skaotañ, sur a-walc'h e larin ya, ma n'eo ket d'ar memes devezh hag al leti. Seurt labour a vez kinniget d'ar re yaouank ha n'o deus stummadur ebet e bed al labour, pratik ha skiant-prenet ebet pe re nebeut. Met gant entan ez eus tu kavout diskoulmoù. Kregiñ a ran da gaout brud vat neuze ar boest interim a bellgomz din atav, gwelet o deus em boa c'hoant labourat.
Ar gudenn pennañ a zo ar fed e vefe re "aléatoire". N'eus ket a gopr stabil. Pellgomzet e vez d'an "interimaire" daou pe dri devezh a-raok an devezh labour, peogwir eo alies un den klañv eo ret erlec'hiañ.
Spi 'meus e respontan d'az koulenn. Kavout a ri, sur on. Dav eo dit diskouezh e peus c'hoant labourat, ha marteze asantiñ labourioù skuizhus. Kae da gaout titouroù e Adecco, Manpower...
Kalon vat ! D'am soñj evidon eo graet, met netra n'eo morse "acquis" neuze klask a ran ober ur bern devezhioù labour evit bezañ sur e c'hellin paeañ ar ranndi bep miz e-pad an hañv (hep yalc'had e-pad ar "vakañsoù" eo un tamm diaes Smile ).
Diaes eo al labour a-wechoù (skuizhus evit ar c'horf) met pegen plijus eo fiñval (dedennus eo ar c'hentelioù met chom bepred war ur gador n'eo ket dispar), bezañ skuizh e fin an devezh ha n'eo ket peowir hon eus stranet a-hed an deiz, ha dreist-holl (dreist-holl, evel-just, ur wech an amzer eo displijus redek atav war-lerc'h al labour...), kaout ar gopr e fin ar miz ! Mod-all n'eus mare ispisial ebet evit kavout labour en interim.

Evit ar boulommigoù, bez ez eus unan ne gomprenan ket : Razz hag ur bern ne servijont da netra (evidon) : pirat cyclops rabbit pig monkey cat alien Basketball santa cherry albino rendeer farao king elephant geek jocolor queen flower afro pe mod-all ne gomprenan netra da netra (nevez on war internet... Embarassed ).
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 27 Mar - 12:55

Ur gwir romant ! Ret vefe din soñjal skrivañ va buhez hag eñvorennoù Very Happy
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 27 Mar - 13:19

Dibosubl eo lenn ar pezh 'meus skrivet ! Very Happy
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 27 Mar - 13:34

Kevredoù... Shocked N'eus forzh petra... Mezhus on a-wechoù Laughing


[[[ Kevratoù ]]]


Gourc'hemennoù Oro clown , mezhus...

Chañs vat evit al lennadenn.
Revenir en haut Aller en bas
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyJeu 29 Mar - 10:25

Me m'eus daou staj 3 sizhun da nebeutañ d'ober e-pad an hañv e-keñver ma studioù.
Ober a rin unan er gevredigezh MBDA e Plessis-Robinson (92), en ur greizenn dielloù arbennik.
Egile e miz Gouere e mediaoueg Kemperle.
An hini kentañ a vo gopret marteze, met diasur eo c'hoazh.
Ne soñj ket din e labourin ouzhpenn da se. Gwir vakañsoù zo mat da gaout ivez.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMar 10 Avr - 13:43

hum, Oro, daoust hag-eñ eo ar mare evit embarzhiañ un "agence d'intérim" pe eo re abred? evit labourat e miz even e vefe...
help me!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... EmptyMer 11 Avr - 9:32

Aoureganig a écrit:
Mod-all n'eus mare ispisial ebet evit kavout labour en interim.

Labour 'zo e-keñver ezhomm an embregerezhioù, ma 'z eus unan eus o implijidi a zo klañv pe me oar-me evit ur mare resis (un devezh pe eizh miz !). Evit kaout labour en interim eo dav en em enskrivañ, diskouezh e youl ha pa vez ezhomm e vez pellgomzet deoc'h evit gouzout ma c'heller labourat devezh mañ devezh. Bezañ en interim a zo bezañ erlerc'hier nemetken. "L'offre ne suit pas la demande" a-benn ar fin, pe tu 'zo dit bannañ virus ar vosenn en embregerezhioù a zedenn ac'hanout da gemer labour ar re a zo klañv Twisted Evil
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Labour-Hañv... Empty
MessageSujet: Re: Labour-Hañv...   Labour-Hañv... Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Labour-Hañv...
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: A bep seurt...-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser