Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le deal à ne pas rater :
Display 24 boosters Star Wars Unlimited – Crépuscule de la ...
Voir le deal

 

 Barzhoniezh

Aller en bas 
4 participants
AuteurMessage
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptySam 24 Mar - 11:45

Marteze ez eus barzhed dianav er forum-mañ ? Ha n'ho pefe ket c'hoant reiñ d'an holl un tañva eus ar pezh a vez skrivet ganeoc'h ?

N'ouzon ma 'z eo ur mennozh hag a zedenn kement se a dud, met ma 'z oc'h entanet gant an dra-se, krogit e-barzh ! Tu 'zo ivez diskouezh barzhonegoù skrivet gant skrivagnerien a Vreizh, ma blijont kalz deoc'h.

Gouzout a ran n'eo ket pal ar forum met ma ne vez ket embannet 20 000 barzhoneg, mont a ra.

Spi 'meus e blij deoc'h ar mennozh Embarassed
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptySam 24 Mar - 11:52

An Ankou

Glizh an awen o verglañ goustad, o krazañ
Ar skritur o krenañ, a-wechoù o semplañ
Falsle ar spered, distruj ar brederioù
Ha me. Andraf dre an anken hag ar boanioù.

Poan-spered, poan-galon, poan-buhez ha siwazh
An Ankou tostaet, heñchet gant e varc'h en noazh
Ha diskarn, ar garrigell o wigourat faro
Er goañv distanet gant an erc'h hag ar marv.



oro





------------------------- Ar gwir 'zo reiñ hoc'h ali.
Revenir en haut Aller en bas
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyMar 27 Mar - 8:50

Brav eo, Oro!
plijout 'ra din ar mennozh, rediañ a raio ac'hanon da skrivañ muioc'h e Brezhoneg (shame on my face)
psst, oro: distruj ar prederioù, ha "poan-kalon" ivez, met n'on sur, neuze ne lavaran netra!^^
Dav eo bet din sellet er geriadur evit "andraf"!^^ ha petra eo diskarn? Torr-penn on o pismigañ, ket? Met plijout a ra kalz din, gwir eo!^^
Tem koll an awen a zo tomm din dre ma c'hoarvezh (re) alies ganin, siwazh. Met mont a ra er mare mañ, gwell a-se!^^
Kerkent hag e mo un dra bennak da ginnig ez lakain amañ.
Pokoù!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyMar 27 Mar - 13:10

Andraf a zo gwan e geriadur Roparz Hemon ha Ronan Huon (hini Al Liamm, 2005) met ivez "impotent' met boñ, brav eo ar ger, implijet e vo "gwan" hepken. Iskis koulskoude, n'emañ ket er geriadur unyezhek (An Here)... Boun, boun. Ha diskarn a zo, e geriadur R.H. ha R.H. (ha ha ha ha ha, me zo o paouez kavout ar fent-se, me zo o c'hoarzhin ma unan dirak ar skramm), hep kroc'hen na "kig" (barzhoniel-tre) (evit ober evel hor c'helenner bzg muiañ-karet a lâre pep tra e galleg hep displegañ e bzg, met ivez evit bezañ sur e gomprenfer va displegadenn mezhus : "décharné"), met amañ kennebeut n'emañ ket ar ger e geriadur An Here.

Feuket on Embarassed Mad Embarassed

D'an nebeutañ Roparz Hemon ha Ronan Huon a zo a-du ganin, n'eo ket fall dija tongue Evel-just a-wechoù ez eus iskis er geriadur, evel [succube > sukub Very Happy Very Happy Very Happy , met kalz gwelloc'h eget Faverette, a-bell).
Hast zo warnon lenn da oberennoù Ma, me 'meus lod all met war ar stern c'hoazh evit ar poent.
Revenir en haut Aller en bas
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyMer 28 Mar - 5:11

kavet 'm eus andraf 'barzh an Here!^^
mod all e m'oa komprennet ster "diskarn", met, 'vel peus larêt, n'emañ ket barzh an Here (ha n'eus nemet emañ er ger) neuze ne oan ket re sur!
pokoù!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: ale, zou!   Barzhoniezh EmptyVen 13 Avr - 14:23

bezomp kalonek!^^ setu un draig 'm eus skrivet fenoz.

Delwenn

Lâret ‘poa din gortoz
Gortoz ha gortoz c’hoazh
Gortoz fin an noz
Gortoz, gortoz evel boaz.

Ha sell ouzhin bremañ
Skornet din ma c’halon
Ma eskern o verglañ
Sell, sell ennon.

Sell ma gwad glas
Ma daoulagad dipitet
Ma daouarn sklas
Ma muzelloù disec’het.

Sell eus ma c’hroc’henn
Sant pegen yen eo
Sell ouzh ma blev gwenn
Dindan an heol berv.

Gwell petra ‘peus graet
Petra ‘peus graet ac’hanon
Gwell petra ‘peus lazhet
Petra ‘peus kaset d’an anaon.

O c’hortoz ‘maon atav
Troet da vaen
Astennet dindan ar glav
Ouzh da c’hortoz da viken.

Daeloù taer da zaoulagad
A ruilh warnon difin
Siwazh eo re ziwezhat
Sell ar pezh peus graet ouzhin.

Sell ar pezh graet ouzhimp.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyLun 23 Avr - 5:10

Brav! Very Happy Very Happy
Melkonius met d'am soñj n'eus nemet en dristidigezh ez eus tu kaout awen, gerioù al levenez n'int ket ken kreñv ha se.

"O c’hortoz ‘maon atav
Troet da vaen
Astennet dindan ar glav
Ouzh da c’hortoz da viken"

Va c'halon a zo chomet mut en ur lenn an dra-mañ. Evit ar poent n'em eus ket skrivet kalz traoù, neuze dav eo din en em lakaat e-barzh !
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyLun 23 Avr - 8:38

Citation :
Evit ar poent n'em eus ket skrivet kalz traoù, neuze dav eo din en em lakaat e-barzh !

Ya, ha gra buan, rak a-benn div sizhun e vo difennet ar sevenadur e Bro C'hall, devet al levrioù, distrujet an oberennoù arzel...

affraid affraid
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: ale...   Barzhoniezh EmptyMar 1 Mai - 11:47

lakaat a ran ur varzhoneg all, "histoire de". Evit reiñ un tammig buhez d'ar forum! (daoust ma n'eo ket gwall laouen ar skrid!)
pokoù d'an holl!
(an titl n'eus netra da welet gant an destenn!!!)

Skeud ar Vran

Dismantroù ur garantez gollet
Rivinoù ur mousc’hoarzh
Daoulagad flour damserret
Heklev kozh ha difin da c’hoarzh.

Pelec’h ‘maout bremañ ma’z on distrujet ?
Ne gleves ket don ennout
Ma c’halon o talmañ, pennfollet ?
Lavar din, pelec’h emaout ?

N’out ket bet em c’hichen alies
Leñvet ‘m eus bet o soñjal en da zremm
Kuzhet ‘m eus bet dit ne oa ket aes
Mousc’hoarzhet ‘m eus hep klemm.

Miret ‘m eus ennon ma zrivliadoù
Desket ‘m eus petra out
Desket respont d’az ezhommoù
Desket gwareziñ ac’hanout.

Chomet on e-tal an avel griz
Evit reiñ goudor d’az kalon gloazet
Dastumet da zaeroù evel gliz
O c’hlebiañ beg ma bizied.

Chomet on dindan ar glav druz
Ouzh da c’hortoz, ankeniet
Pellgomzet ‘m eus en noz du
O klask komprenn ar pezh ne zae ket.

Divrec’h on bet evit da luskellat
Ur mousc’hoazh evit da levenez
Komzoù evit da sioulaat
Ur galon leun a garantez.

Ha bremañ ‘m efe ezhomm klevet
N’eo ket grevus m’az on klañv,
Klañv gant ar vuhez ‘m eus bevet,
Hag e teuio a-benn nebeut fin ar goañv.

Pelec’h ‘maout bremañ ma’z eo ma zro
Da vezañ flastret gant pouez ar vuhez
Ma n’eo ket te, piv am adsavo ?
Gerioù ar spi mouskanet gant da vouezh.

C’hoant ‘m efe e vefes evidon
Ar pezh ‘m eus klasket bezañ evidout
E sioulafes ar boan, an aon
E rentfes din kement ‘m eus lakaet ennout.

An daeloù, ar mousc’hoarzhoù, ar spioù
Kement ‘m eus roet dit hep distro
Ar poanioù, an anken, ar souezhadennoù
Lavar din petra a chomo, petra ‘m o ?

Diskouezh din ne oa ket en aner
Diskouezh din ne oa ket un hunvre
Diskouezh din ne oa ket dister
Hag e kares ac’hanon ivez.

C’hoant ‘m eus kousket etre da zivrec’h
Leñvañ e gwasked da dommder
Disoñjal kudenn, poan spered ha bec’h
Ha mousc’hoarzin en-dro tener.

Pelec’h emaout bremañ?
Klev ma foan hep ma larfen dit
Sikour ac’hanon da bareañ
Evel ‘m efe graet ganit…


Dernière édition par le Ven 11 Mai - 5:43, édité 2 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyVen 4 Mai - 3:47

marianna a écrit:
An dealoù, ar mousc’hoarzhoù, ar spioù

Ralala, an istorioù dealer, echu a ra atav fall. Laughing

marianna a écrit:
Leñvañ e gwasket da dommder

Gwasked, ket ?

Brav ar barzhoneg, joaus, evel an holl re lakaet war ar forum.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyVen 4 Mai - 7:49

Wink reizhet eo! ^^
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh EmptyVen 4 Mai - 12:21

Digarez Ma, merzhet em eus ur fazi all : "Leñvet ‘m eus bet o soñjal en da zremm" en trede foz. Mod all eo brav kenañ ar barzhoneg, santet em eus muioc'h a draoù amañ eget en hini gentañ, met pegen trist eo... Er mare-mañ ne 'meus awen ebet, re laouen on ha ne 'meus skeudenn trist ebet er spered. Siwazh ? N'ouzon ket, met ne 'meus ket c'hoant skrivañ traoù a levenez, un tamm "gnangnan" eo memestra... Very Happy

Dav eo din kavout un tem neuze. Ne 'meus ket a arnodennoù a-raok diriaou, neuze marteze e skrivin un tamm.
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Barzhoniezh Empty
MessageSujet: Re: Barzhoniezh   Barzhoniezh Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Barzhoniezh
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Sevenadur-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser