Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment :
Display 24 boosters Star Wars Unlimited – ...
Voir le deal

 

 Vilajenn

Aller en bas 
3 participants
AuteurMessage
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Vilajenn Empty
MessageSujet: Vilajenn   Vilajenn EmptyJeu 22 Mar - 12:49

Trubuilhet on er mare-mañ gant un dra bennak, ur goulenn sot eo ansav a ran, met petra eo resis ar skolveurieg, eus pelec'h e teu ha perak ?

Pa 'z an d'ar gentel a wechoù eo diaes din gouzañv ar skritur implijet gant unan eus ar gelennerien, da skouer "ewid", pe "oll". Bremañ boaz a-walc'h on, ha forzh penaos n'eo ket ken grevus ha se, met iskis evit ma spered diouizieg un tamm c'hoazh (digarezit ur bern traoù am eus da zeskiñ c'hoazh...).

Traoù all a souezh ac'hanon, met n'on ket sur e vefe skolveurieg. Ur gelennerez nevez hon eus abaoe div sizhun (ur gudenn yec'hed a zo bet siwazh gant hor c'helenner karetañ Dourmap, en ospital Naoned emañ), hag a zo o tont eus Skol-Veur Roazhon, Abalain he anv. Da gentañ ober a ra he gentelioù yezhadur e galleg, neuze evel-just n'eo ket dedennus kenañ, ouzhpenn pa vez komzet dezhi e brezhoneg respont a ra e galleg! Dipitus... Troet hon eus frazennoù e galleg ar sizhun tremenet a larêt he deus ar ger "vilajenn" evit kêriadenn Shocked !!! Spontet on gant seurt traoù, hep bezañ en un trip evit glanaat ar yezh. Bez eus traoù all ivez met marteze e vez larêt se e kornioù zo eus Breizh : 'kaout joa ouzh u.b." pa garomp un den, pe c'hoazh "nann, pas tout a fet". Poan 'meus d'an divskouarn...

Marplij lakit sklerijenn en va spered da gompren brezhoneg ar Skol-Veur! Displegit din e orin ! Ma gomprenfen gwelloc'h Neutral
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn EmptyVen 23 Mar - 4:01

Evit ar pezh a sell ouzh ar skolveurieg-falc'huneg-droch-pout-da-vat-ma-revr-brein, en ur chom objektivel, ne welan ket presizamant eus peleh e helfe dont, setu ne larin ket davantaj war ar sujed.

"Vilajenn" n'em eus klevet morse, na 'giz-se na mod all, nag e breizh nag e lec'h all...
"Kaout joa ouzh ub" a vez lâret alies d'am soñj e kreiz Breizh
"Pas tout a fet", euh... estreget Marite, welan ket re gant piv 'm befe klevet se, sur awalc'h e teu eus bro Leon, evel tout an traoù iskis ha vil e brezhoneg, forzh penaos !

Leuskel a ran ar yezhourien veur study (ma tivizont adober un dro dre amañ) respont d'az koulennoù.

Joa dit, he ken ar revoayurenn geek
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn EmptyVen 23 Mar - 14:36

Neuze falc'huneg ha skolveurieg a zo an hevelep tra ? Kollet on un tamm... Sur a-walc'h eo bet displeget an dra-se er skolaj pe el lise, met sur a-walc'h ivez ne oan ket re aketus e-pad ar c'hentelioù... Embarassed

Bremañ e laront deomp implijout Favereau... affraid N'ouzon ket petra eo hoc'h ali, met un den a implij gerioù galleg gant an dibenn -enn zoken pa 'z eus gerioù e brezhoneg staliet mat e Breizh hag anavezet gant an holl pe dost, me gav se mezhus da vat (ne 'meus skouer ebet digarezit, ne 'meus prenet geriadur Favereau ebet, en ur welet petra oa e-barzh pa oan el lise e oan tost da zislonkañ).

Iskis eo memestra, ar gelennerez a implij ar skolveurieg a zo bet e Diwan a-raok, e skolaj ar Releg (pell 'zo, bremañ, un tregont vloaz bennak eo hiziv an deiz). D'am soñj e Diwan a-bezh e vez desket ur brezhoneg peurunvan, ar skritur implijet gant Roparz Hemon (ha tud all evel just, ur skouer eo), ennañ reolennoù skritur stabil, aes ha brav (aze marteze n'on ket objektivel-tre me kennebeut). Ral eo, met a-wechoù ne gomprenan seurt ebet eus ar pezh a zo skrivet war an daolenn !

Laouen on o welet n'on ket an hini nemeti o kavout se un tamm heugus (zoken ma 'meus doujañs evit va gelennerez a zo ouiziek a-walc'h).

Marplij, ha tud a c'hell degas din resisadurioù all ???? C'hoant 'meus kompren eus pelec'h e teu ar fenomen-mañ. Hag ouzhpennañ a ran div goulenn, kement hag ober, tud resis a implij ar skritur-mañ pe un orin resis a zo gantañ neuze desket e vez anezhañ en ul lec'h resis nemetken ? Ha skrivagnerien a implij anezhañ ?
Revenir en haut Aller en bas
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn EmptyVen 23 Mar - 15:52

N'ouzon ket re petra laret diwar-benn da gelennerez. Klevet 'm eus bet komz diouti gant Lenaig ivez.
Gwir eo eo iskis evit unan 'zo bet e Diwan... marteze 'zo bet graet ul "lavage de cerveau" dezhi pa oa e skol-veur brest!^^ diwallit!
Ar pezh 'zo iskis gant Favreau ne implij ket gerioù e geriadur pa gomz... kit da gompren.
Evit ar pezh a ouzan diwar-benn ar skolveurieg (anvet ivez falc'huneg) ez eo ur mod skrivañ ijinet gant kelennerien 'zo eus Skol-veur Brest un 60 (?) vloaz 'zo. Kavet 'vez levrioù skrivet e falc'hunneg, gant an mbannadurioù Brud Nevez da skouer. Sur a-walc'h e zo tud 'zo a skriv er mod-se, met evit Yann Bijer da skouer, emañ e romantoù plois e falc'huneg peogwir n'eus nemet Brud Nevez n'eus asantet moullañ e istorioù, neuze o deus cheñchet ar skritur. Setu perak 'vez kavet ur "c'h" bihan ur wech an amzer, disoñjet gant ar "reizher".
Betek gouzout ne vez kelennet neblec'h estreget en un nebeut skolioù Dihun war a-seblant, hag e skol-veur Brest.
Evit ar "vilajenn" hag an traoù iskis all larêt gant ar gelennerez, n'on ket sur e veze kaoz eus falc'huneg met kentoc'h eus brezhoneg beleg. Ne soñj ket din e vefe gerioù galleg brezhonekaet e skolveurieg. Me gav din n'eo nemet ur mod da skrivañ. Met fiziañ 'ran marteze. Gortoz a ran ali ar mestr meur es Brezhoneg!^^
Met lar din, evit ar re 'zo o kregiñ da vat gant ar brezhoneg barzh da glas, n'eo ket ziaes da heuliañ? I mean, gwelet meur a skritur disheñvel hep ma vefe displeget dezhe... iskis e tle bezañ.
Setu setu, spi 'm eus e respontan un tammig d'az goulennoù.
Pokoù!^^
Ps: muioc'h a zisplegadennoù war wikipedia e brezhoneg... :
[url]http://br.wikipedia.org/wiki/Skolveurieg
http://br.wikipedia.org/wiki/Fran%C3%A7ois_Falc'hun[/url]
...ha sklaeroc'h war wikipedia e galleg (!!!):
http://fr.wikipedia.org/wiki/Orthographe_du_breton (pennad 8 )
pps: ne ya ket mat tre en dro al liammoù... n'ouzon ket perak n'eus ket c'hoant ar forom lakaat an tri!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn EmptyVen 23 Mar - 16:05

Trugarez d'an holl ! Speredekoc'h on fenoz.

Souezhet on o c'houzout ne vez ket diouzh ar skolveurieg e Roazhon. Siwazh emaon o c'houzañv an dra-se e Brest... Sad

Dedennus e seblant bezañ al lec'hiennoù, Ma, lenn a rin anezho warc'hoazh. Aze mont a ran da gousket. Fur on Laughing E gwirionez labourat a ran warc'hoazh neuze dav eo din diskuizhañ un tamm an noz-mañ.
Revenir en haut Aller en bas
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn EmptyMer 28 Mar - 12:12

Ur spont eo memestra ar gelennerez-mañ. Ar mintin-mañ he deus lâret e vez ur stumm gourc'hemenn evit an trede gour unan hag an trede gour lies. Hep kaozeal diwar-benn ar yezhadur, dibosupl eo gourc'hemenn dezhañ eñ pe dezho int! Goulennet he deus diganin displegañ ar verb mont neuze, ha ne ouien ket tamm ebet evit an daou gour-mañ, evel-just. Evel ma ra he gentelioù e galleg ( Evil or Very Mad ) kinniget he deus "qu'il aille" : da lâret eo n'eus forzh petra, peogwir aze eo "subjonctif". Tsss...

HA GWASOC'H affraid !!!! Ne ra nemet skrivañ bloaz gant un "h" (kelennerez eo memestra). Ar sizhun tremenet hon eus lâret e-pad kentel ur c'helenner e veze graet kemmadur ar ger bloaz gant an holl sifroù nemet 1, 3, 4, 5, 9. Hag ar mintin-mañ hi a lâr deomp e vez graet gant "tri vloaz" ha "nav vloaz" !!! Gant ar vezh....

Ober a rin ul listenn gant an holl fazioù ha traoù mezhus lâret ganti, da lâret pep tra deoc'h goude an arnodennoù, pa vo echu an holl gentelioù. He he he Twisted Evil Tu 'vo c'hoarzhin !!
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Vilajenn Empty
MessageSujet: Re: Vilajenn   Vilajenn Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Vilajenn
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Goulennoù a bep seurt-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser