Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment : -45%
Four encastrable Hisense BI64213EPB à ...
Voir le deal
299.99 €

 

 Spilhennig Ofis ar Brezhoneg

Aller en bas 
4 participants

Ar spilhennig
A-du on ha staget eo war ma chupenn
Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_lcap50%Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_rcap
 50% [ 3 ]
A-du on met ne stagan ket anezhañ warnon
Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_lcap33%Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_rcap
 33% [ 2 ]
Ne ran forzh
Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_lcap0%Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_rcap
 0% [ 0 ]
N'on ket a-du
Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_lcap17%Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Vote_rcap
 17% [ 1 ]
Total des votes : 6
 

AuteurMessage
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyDim 4 Mar - 12:58

Un tabut eo etrezon hag an dud all : ar spilhennig krouet gant Ofis ar Brezhoneg.
Stagañ un tamm houarn du hag arc'hant war e chupenn da ziskouezh peseurt yezh a vez komzet. Kavout a ran se dipitus. Dija ar vrezhonegerien n'int ket ur strollad serret, neuze perak un arouez evit merkañ ar c'hontroll?
Hag en ur asantiñ, ma welan me da skouer un den er straed gant ur spilhennig, laouen e vin o welet e gomz bzg met ne 'z in ket da gejañ gantañ ("Demat ! Komz a rit bzg ?" "Ya, ha c'hwi?" "Ya evel-just!" "Mat-tre" "Ya, dreist" dispar ha dedennus...).
Komz bzg n'eo ket un diforc'h da lakaat war-wel met ur binvidigezh sevenadurel da implij dre e galon d'am soñj. Mod-all kenkoulz lakaat en-dro ar vuoc'h war gouzoug an dud (met aze an dud ha ne gomzont ket bzg a gomprenfe diouzhtu, er c'hontroll ar spilhennig a zo ken bihan ha simpl, den ne c'hell kompren petra eo ma ne anavez ket an Ofis!).
Kavout a ran eo heñvel ouzh ar merk tan lakaet war morzhed ar saout er ranchoù : un arouez boutin d'ur strollad tud hepken evit bezañ asambles hep ar re all.
Marteze eo drouk un tamm va ali, gwir eo pep hini a ra ar pezh en deus c'hoant, met me n'ont ket a-du gant ar spilhennig.
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyDim 4 Mar - 14:49

Eh ben me zo a-du krenn gant ar spilhennig, ha dougenn a ran anezhi bemdez, ha pa vefe glav, erc'h, amzer vrav, pe un tsunami.

Ne gavan ket tamm ebet eo
Citation :
heñvel ouzh ar merk tan lakaet war morzhed ar saout er ranchoù
met kentoc'h un arouez evit sikour an darempredoù etre an dud, un dra ha n'eo ket anat kenan ken en amzer a hiziv...

Citation :
Hag en ur asantiñ, ma welan me da skouer un den er straed gant ur spilhennig, laouen e vin o welet e gomz bzg met ne 'z in ket da gejañ gantañ

Me, geo. Hag ur skouer em eus. Bremaik, o vont da dapout ar metro er porzh-houarn e oan, hag ez eus ur paotr n'anvezen ket a zo deuet davedon : "Komz a rez brezhoneg ? Ben ya, ha te ivez, dre ma vez ur spilhennig ganit ivez..."
Ha komzet hon eus e-pad ar veajig dindan-zouar, fiskal kabidan 'oa !

Na
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyLun 5 Mar - 5:37

N'em eus ket (c'hoazh) ar spilhennig, met a-du on gant ar soñj daoust ma c'hell gwir eo ober un tamm ranngredennel (sectaire).
E kêrioù bras evel Roazhon pe Brest e kroazhier sur a-walc'h bemdez brezhonegerien hep gout deomp zoken. Ne zeuer da gomz brezhoneg gant tud ne anevezer ket nemet dre zegouezh. Aze, gant ar spilhennig, lieskementet eo ar chañsoù da gomz brezhoneg, da gejañ brezhonegerien all.
Ma n'eo ket yac'h-pesk ar yezh, eo marteze peogwir e vez komzet gant nebeut a dud. Met ma gomzfe dija ar vrezhonegerien o yezh etrezo ne vefe ket fall.

A-du gant ar spilhennig, peogwir n'am eus ket ur soñj gwelloc'h, met gwir eo ez on chalet gant ar c'hostez "apartheid" etre brezhonegerien ha nann-vrezhonegerien degaset gant ar spilhennig.
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Aouregan

Aouregan


Niver a gemennadennoù : 38
Age : 36
Localisation : Bro Rouzig a-raok divroañ da Vro Leon
Registration date : 22/02/2007

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyLun 5 Mar - 13:04

Boun marteze on bet re strizh em mennozhioù. Lâr a rez Hoel ez eus sur a-walc'h ur bern tud a gomz bzg er c'hêrioù bras, met e Brest evit ar poent em eus gwelet nemet un den gant ar spilhennig hag ur paotr eus va c'hlasad eo (bloavezh 1añ brezhoneg ouzhpenn) ! Ne lakin morse an arouez-mañ warnon (zoken ma 'meus un erminig "kizellet er groc'hen", met aze n'eo ket ar brezhoneg hepken a zo tizhet, met Breizh en he bezh) met ma welan un den gant ur spilhennig, d'an nebeutañ e ouzin diouzhtu peseurt yezh implij gantañ.
Daoust da se, pa vefe e brezhoneg, e galleg pe e sinaeg, n'ouzon ket ma 'm befe ur bern traoù da lâret d'un den ne anavezan ket tamm ebet ! Ha n'eo ket peogwir e gomz bzg hag e lak e spilhennig eo plijusoc'h eget an hini a zo e-kichen ha ne gomz nemet galleg !
Ne cheñchan ket ali, met chom a ran aketus da welet ma 'z eo efedus evit an darempredoù... Marteze e gejin gant un den dre souezh, eveldout Tolopi !
Evel-just a-du on ne vefe ket kement war gresk an niver a vrezhonegerien peogwir ne vez ket trawalc'h a darempredoù etrezo ha dre se ne vez ket kalz a darvoudoù lec'h ma 'z eus tu eskemm e brezhoneg. Met ar spilhennig, d'am soñj, ne raio ket eus ar vrezhonegerien ur strollad mignoned gant an holl o komz asambles peogwir e implijont an hevelep yezh...
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyLun 5 Mar - 17:08

Aoureganig a écrit:
Boun marteze on bet re strizh em mennozhioù.

Ale, o plegan 'man, 'dav kenderc'hel da stourm !! Trec'h e vo ar spilhennig ! Twisted Evil

Bon, sirius breman.

Gwir eo n'eo ket peogwir ez eus ur spilhennig gant un den eo heman dedennusoc'h, met me, ma unan en ur gêr vras, kollet, beuzet, diarc'hen, o vevan dindan ur pont -STOP ! Euh, pas re bell, memestra ;-)
Bref, laouen on da gejout gant ur brezhoneger. Met heman a c'hell bezan pout da vat ivez... N'eo ket dav chom d'ober filozofiezh gantan div eurvezh pad, just komz un disterig, en em ginnig, ha mat pell zo. Plijus eo memestra.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg EmptyJeu 22 Mar - 9:45

...
Me gav eo ur soñj vat, da skouer evit ar werzherien er stalioù, evit diskouez eo gouest da vont e darempred gant ar pratikoù e Brezhoneg.
Met a-du on gant Aouregan o larêt n'eo ket peogwir 'zo ur spilhennig ( pebezh anv droch, "au passage") staget war mantell un den ez in da gomz gantañ. Met, bez e c'hell bezañ dedennus gouzout piv a oar komz brezhoneg.
Arpezh 'm eus merzhet a dra sur ez eo en ur gomz brezhoneg e "sacher" ar vrezhonegerien. Meur a wech eo c'hoarvezet ganin pourmen e ker o komz brezhoneg gant ur mignon ha gwelet tud o chom a sav evit komz ganeomp, e brezhoneg pe get. Plijus eo klevet gant gallegerien o deus keñv ket bezañ bet desket hor yezh ha kalonekaat ac'hanomp da gendalc'h!
Neuze, spilhennig, ya pe nann? Me larfe kentoc'h ya met n'on ket sur e vefe gwall fedus. "Afer da heuliañ..."
Da c'hortoz, n'eus ket spilhennigoù ken forzh penaos, roet eo bet an holl dija ( dre ma oant evit netra ez eo aet kuit buan ) neuze e vo din gortoz a-raok lakaat e pleustr!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Contenu sponsorisé





Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty
MessageSujet: Re: Spilhennig Ofis ar Brezhoneg   Spilhennig Ofis ar Brezhoneg Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
Spilhennig Ofis ar Brezhoneg
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» Devezh ar brezhoneg

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: A bep seurt...-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser