Oan ket eno, met kontet zo bet din.
Ur gwir flop eo bet. Ne oa nemet tro 12 den en emvod, ha d'am soñj kalzig anezho emezellet dija !
Met, bon, un digarez e oa evito d'ober ar gouel, ha se zo bet graet mat-tre... Adkavet o deus ac'hanomp e fin ar fest-noz en Uhelgoad, ha setu-ni kroget gant ul Leue (un boeuf) de ouf, gant Maelan hanter-gousket war e akordeoñs, ur paotr all, dianav (eus diwan ivez) mailh war ar fleüt a-dreuz, an trio safar yac'h ha fresk, hag ar strollad Re An Are, Georges Cadoudal hag e 75 bloaz en o fenn ! Mui ar vreudeur an Ostiz o tañsal... Ur gavotenn he deus padet 1/2 eurvezh... ha tout-se da 1e30 mintin, en Uhelgoad ! Bendidon !