Gwelet em eus evit ar wech kentañ digwener e Benoded ur strollad sonerezh hengounel yaouank. Klevet em boa komz dija en ur lenn ur pennad 'barzh Trad Mag.
Urban Trad a zo ur strollad savet gant Belgiz. Doare sonerezh hengounel eo, met kempennet en ur mod modern ha nevez, en ur implij teknikoù nevez.
Tenn a ra un tammig da Afro Celt Sound System (produet eo ar bladenn ziwezhañ gant Simon Emmerson, krouer Afro Celt), pe Awen Magic Land.
Kanaouennoù a zo, e Suedeg, Izelvroeg, Spagnoleg, Galleg ha yezhoù ijinet.
Brav int da welet war al leurenn, un eskemm a vez etrezo hag an arvesterien, leun a startijenn int, marteze betek re...
Ar pladennoù a zo gwelloc'h evit ar re a blij dezho an tonioù sioul ivez... (ar bladenn ziwezhañ zo bet embannet e ti Coop Breizh)
CD - Elem - Coop Breizh - 2006
CD - Kerua - Universal music - 2003
CD - One o four ' Universal music - 2001
Emaint o prientiñ ur bladenn nevez evit 2007 en ur genlabourat gant N'Faly Kouyaté, soner Kora (telenn afrikan) e-barzh Afro Celt Sound System
Muioc'h a ditouroù war
http://www.urbantrad.com/ (tu 'zo da selaou tonioù)