Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
-45%
Le deal à ne pas rater :
Four encastrable Hisense BI64213EPB à 299,99€ ( ODR 50€)
299.99 € 549.99 €
Voir le deal

 

 goulennoù diwar-benn hor yezh

Aller en bas 
+2
Tolopi
meal
6 participants
Aller à la page : Précédent  1, 2
AuteurMessage
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyMar 26 Sep - 11:31

paour kaez mael ! n'out ket gwall zesket c'hoazh ! gouzout a rez mat ez eus bzg e breizh uhel breman, dre ma 'z out (n'ouzon ket dre beseurt choaz) eno. met n'ez eus brezhoneg a feson ebet ! nemt gant an nebeut leoniz divroet a vefe ...
ha ma peuz un dra da lavared a-eneb ar falc'huneg, deus da gomz ganin hag e hellim tabutal !

Tolopi a écrit:
Breizh-Uhel, brezhoneg a-feson ebet ? N'omp ket en XIXvet, koko. Bremañ eo cheñchet penn d'ar vazh. Eus pelec'h e teu ar falc'huneg dija ?

me ' sonj din (padal e ran gantan ...) eo un dra "fall" ar peurunvan. ne zalc'h ket kont a walc'h eus an difoc'hioù etre ar rannyezhoù, padal ez eus anezho. ma vefe un doare skrivan da bep rannyezh (falc'huneg pe me oar me, lennit "àr en deulin") e vefe bet gwelloc'h stad ar rannyezhoù hiziv an deiz !



ps : liester marc'h-tan ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyMer 11 Oct - 5:19

... Iskis eo ar pezh a lâres, Meal.
Perak ne 'vefe ket brezhoneg a feson e Breizh uhel?
Gwir eo ez eo darn vrasañ brezhonegerien Breizh-uhel o tont eus Breizh izel, pe o vezañ bet desket brezhoneg gant tud eus Brezih izel (luzhiet eo an traoù).
Gwir eo ivez ez vez nebeutoc'h a vrezhoneg e Breizh uhel ( panelloù hent da skouer)
Met ne welan ket tamm ebet perak e lavares n'eo ket a feson brezhoneg Breizh-Uhel. Lakaomp e vefes o komz eus brezhoneg ar vrezhonegerien a orin eus B-U. Petra e vefe falloc'h o brezhoneg eget hini al leoniz? Tu vefe larêt neuze eo gwelloc'h brezhoneg treger eget hini gwened (pe ar c'hontrol...) hag all?
Nota Bene (skrivet 'vez evel-se?): Ar en Deulin 'zo skrivet e gwenedeg ha ket e falc'huneg. (falc'huneg, hag a zo, kasomp da soñj, ur reizhskrivañ ijinet gant un den [pe ur stroladig tud] ha 'n eus netra da welet gant urbrezhoneg rannvroel bennak... 'fin, a soñj din.)
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyJeu 12 Oct - 11:26

Plan !

'Barzh an dent !

Citation :
Bien joué Kara, et dire que je croyais que t'avais rien compris !

A-du krenn ganit, Marianna
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
Rakounig

Rakounig


Niver a gemennadennoù : 18
Localisation : 'Barzh da r... !
Registration date : 30/06/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: ...   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyMer 27 Déc - 11:35

Opala, pell 'zo ne oan ket tremenet dre amañ... Ha dre se n'em boa ket gwelet SE !

Ma, evit ar pezh a-denn eus ar marc'h-tan, evel ma 'z eo bet lavaret a us e vefe ar gwellañ lavar "marc'hoù"-tan, rak n'eus ket ul loen BEV eus ur marc'h-tan, evel ar marc'h-houarn... Lakaomp e c'hellfed lavar kezeg-tan, met n'eo ket ken mat (ha n'eo ket impljet kennebeut).

Evit ar peurrest... e c'hellan lavar ez on sebezet, hag eo chomet ma genou digor war nav eur e-pad ur pennadig p'em eus gwelet ar pezh a zo bet skrivet amañ...
Citation :
gouzout a rez mat ez eus bzg e breizh uhel breman, dre ma 'z out (n'ouzon ket dre beseurt choaz) eno. met n'ez eus brezhoneg a feson ebet ! nemt gant an nebeut leoniz divroet a vefe

Meal, Meal, Meal... Petra eo "ur brezhoneg a-feson" ? Petra eo se, hañ ? Brezhoneg ar c'hozh kouer a zo o chom e kreiz bro Leon, dic'houest da sevel ur frazenn hep lakaat daou c'her galleg evit ur ger brezhoneg ? (kreiz bro Leon pe kreiz bro Gerne pe forzh petra hañ, n'eo ket an afer amañ)
Brezhoneg "ar mirouer a gonfession", ar "Cantiquou spirituel" ?

Bebezh sotoni soñjal e vefe ur brezhoneg gwelloc'h eget ar re all a-fed broioù ! Penaos e c'hellfer lavar eo gwelloc'h brezhoneg Gwened, pe hini Kerne, Leon, Treger ?
Lakaomp eo chomet kalz kalz tostoc'h brezhoneg gwened d'ar brezhoneg kozh... Met netra ouzhpenn, traoù disheñvel a zo e-pep kornad, ha bep 30 kilometrad ez eus troioù-lavar ha pouezioù-mouezh disheñvel forzh penaos...
Ha deuet out-te betek bro Vigouden da gontañ kaoz gant unan bennak eus ar vro ? Bet out da atersiñ tud bro Sant-Brieg ? Kreiz Breizh ? Bro Zol ?

Evel ma lavare Mael,
Citation :
N'omp ket en XIXvet, koko
Ha brezhonegerien a zo e Breizh Uhel abaoe pell, pell, ha liv ebet eus brezhoneg Leon war ho hini te 'oar...
Daoust ha dont a ra tud Lille da lavar da re Vassilla ez eus ur galleg gwelloc'h ganto ?
Forzh petra, da vat.

Hag ar falc'huneg... Ma, ar falhuneg... Ma digarez, met gwasoc'h eget ar falc'huneg evit ar rannyezhoù, n'eus nemet ar Morvanaoueg...
Savet eo bet ar peurunvan a-benn derc'hel d'ar rannyezhoù ! Setu penaos eo troet ar yezh skrivet KLT (Kerne Leon Treger, hañ, ket Kon, Lart, Tev) da beurunvan, gant gwenedeg (oooooooh, ur zh ! Bah ya, evit ar wenedourien...)
Penaos gellout mont war-raok pa vez meur a zoare da skrivañ an hevelep yezh ? Penaos lavar zoken ez eus un dazont eviti ma n'heller ket en em glevet war ar reizhskrivañ ?
Digalonekaet on pa welan levrioù brav o vezañ embannet evit ar vugale, levrioù kegin dispar, e liv ha pep tra, met e FALC'HUNEG ! Padal e vez kelennet an holl vugale e peurunvan... Setu penaos e kaser ur yezh d'an traoñ... Ar yezh emaomp o klask lakaat da treuzvevañ hañ...
Ma, pa lavaran kement-mañ, 'lâran netra...

Noz vat d'an holl elephant
Revenir en haut Aller en bas
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyMar 2 Jan - 16:45

Rakounig Prezidant !!!

king
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
hoel

hoel


Niver a gemennadennoù : 69
Age : 36
Localisation : Dirak skramm ma urzhiataer, pe lec'h all
Registration date : 01/07/2006

goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 EmptyLun 8 Jan - 3:42

Waou affraid ha pao, barzh an dent !
Revenir en haut Aller en bas
http://hanniballelecteur.over-blog.com/
Contenu sponsorisé





goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty
MessageSujet: Re: goulennoù diwar-benn hor yezh   goulennoù diwar-benn hor yezh - Page 2 Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
goulennoù diwar-benn hor yezh
Revenir en haut 
Page 2 sur 2Aller à la page : Précédent  1, 2

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Goulennoù a bep seurt-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser