Forum termenidi Diwan 2005-2006
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.
Forum termenidi Diwan 2005-2006


 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
-35%
Le deal à ne pas rater :
Pack Smartphone Samsung Galaxy A25 6,5″ 5G + Casque Bluetooth JBL
241 € 371 €
Voir le deal

 

 fizik kimiezh !

Aller en bas 
4 participants
AuteurMessage
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptySam 22 Juil - 0:27

einstein (albert, ket frank ...), en e daol arnod faltazius, a écrit:
bezet ur saverez gant ur buanadur a etrezek an nec'h.
un den a zo enni, a gred eman dindan efed ur gravitadur g, etrezek an traon.
d'ar mare t1, ur skin goulou, skouer gant ar saverez, az a enni, hag ez a maez d'ar mare t2.
evit un den e maez ar saverez eo eeun treug ar skin. met evit an den e barzh vat eo kromm an treug.
klozadur : ur park gravitadur a laka treug ar skin goulou da vezan kromm ...

iskisat tra ...

un dra all, e liamm :

ma 'z a war eeun treug ar goulou, sanset ne welomp ket anezhan eeun war an douar ...
m'eman ar planedennoù, ar stered, ha kement tra an egor o trein tro dro d'un "dra" bennak, ma finv an andonioù hag ar reseverien goulou, ne rankfer ket gwelet an treug eeun kennebeut !
neuze eo eeun e kenver petra ?


Dernière édition par le Sam 26 Aoû - 13:11, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
marianna

marianna


Niver a gemennadennoù : 36
Age : 35
Registration date : 30/06/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: oink?   fizik kimiezh ! EmptyDim 23 Juil - 11:09

re luzhiet evidon... 'fin, a-du on gant ar pezh 'peus ( pe n'eus Einstein) larêt met... ne 'm eus ali ebet war ar gudenn!^^
Revenir en haut Aller en bas
http://www.20six.fr/d-ael
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyLun 21 Aoû - 9:23

meal a écrit:
met evit an den e barzh vat eo kromm an treug.

Hañ ?

'C'hellfez ket displegañ se gwelloc'h din, pe ober un dresadenn pe me oar me... Komprenan ket re penaos e vefe kromm treug ar bann gouloù evit toto er saverezh.

evit an eil tra :

Citation :
kement tra an egor o trein tro dro d'un "dra" bennak

Perak e vefe kement tra en egor o treiñ tro-dro d'un dra bennak ? Daoust hag ez eus nerzhioù oc'h oberiañ war an toulloù du ? pe zoken ar galaksiennoù ?

Ma respont a vefe : anat eo e vefe eeun treug ar gouloù d'ar mare t.
RAK, kazi istantel eo. An hent berrañ etre an andon hag ar resever eo an eeunenn, ket ? da t + 1 nanosegondennig korr, fiñvet en deus an andon hag ar resever ez-relativel, hag an hent berrañ eo atav an eeunenn.

Ma 'm eus ket komprenet mat ar goulenn, lâr din.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
MicK

MicK


Niver a gemennadennoù : 26
Age : 36
Localisation : piv oar ??
Registration date : 03/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyMar 22 Aoû - 6:22

BEVET AR BREDEROURIEZH
Revenir en haut Aller en bas
http://www.capitaliste.com/
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptySam 26 Aoû - 12:06

allaz n'em eus tresadenn ebet da rein deoc'h ! met deskrivan a rin just dindan ar pezh a rankoc'h ober war o tresadennOU.

tresadenn 1 : mare t1
-un andon goulou en tu kleiz eus an dresadenn (ul laser, evel se eo eeun ar skin ha n'ez a ket forzh pelec'h !* )
-un den e kreiz, a sell ouzh ar skin o tremen.
-un den er saverez war an tu dehou, a live gant an den kentan.
-skin ar goulou a erru just da live ur toull a zo war du kleiz ar saverez.

tresadenn 2 : mare t2
-memes sistem, nemet eo savet ar saverez e keit ma treuze ar skin diabarzh ar saverez.
dre ma 'z eo aet war eeun e 'n em gavo war voger dehou ar saverez d'ul live izeloc'h, E-KENVER AN DEN E BARZH, eget an hini kent.
d.l.e. n'en do ket bet un treug eeun e kenver an den en diabarzh !

ok evit c'hoazh ?

* evel-just n'eus ket tu da zen ebet gwelet ar skin goulou sanset, dre ma n'ez eus netra war e hent, nemet moger dehou ar saverez. goulakaomp e vefe moged tanav, a bermetfe (???) da welet treug ar skin, hep disteraat e c'halloudegezh !

breman, lakaomp emaon me war an Douar he te war al loar.
kas a ran dit ur bann gouloù, war zu ennout, "eeun".
ne vo eeun nemet evidon rak finvet he do al loar hag e vo evel dihentet ar goulou war zu an a-drenv (an a-raok hag an a-drenv o vezan e kenver finv al loar e kenver an Douar.), gant un treug kromm.
gra ar memes tra gant ur volotenn foot, gant da vreur. laka anezhan da skein ar volotenn eeun war zu ennout ha te, red gant ur finv a vefe e dreug kenstur gant hini finv ar volotenn. sell ouzh ar volotenn, laka en da benn eo ur skin goulou.daoust hag eeun ez a EZ KENVER ? ket !

bon, ar bann goulou n'ez a ket eeu e kenver al Loar ; met e kenver an Douar, eeun eo ? finvet he do ar Douar, padal e kendalc'ho "eeun" ar bann goulou, gwelet a raimp anezhan o pellaat war ar c'hostez ; dre zirak (tu orin ar skin,) sur, met dre ar c'hostez ivez ! ke eeun tamm ebet !
met marteze eo eeun e kenver an heol neuze ? marteze ket ! marteze e tro an heol tro dro d'"un dra bennak" neuze e vo ar memes kudenn ! hag "an dra bennak"-se a dro marteze tro dro d'"un dra bennak" all ! hag all hag all !

tu vefe ijinan eo evel ur volotenn taolet en nec'h, n'ez afe ket eeun ... met n'eo ket henvel ! ar volotenn he deus lans an douar, mont a raio eeu e kenver an Douar (ket e kenver an Heol, nag al loar ...). klask redek ha teurel ar volotenn just a us dit. kouezhan a raio en da zivrec'h ! eeun e vo aet ez kenver, met ket e kenver an den a zo chomet azezet o sellet ouzh un istrogell o teurel bolotennoù en nec'h !

neuze :
daoust ha eeun ez a ar goulou ? e-kenver petra ? daoust hag al "lans" a zo o vec'hian war ar goulou ivez pa "daolomp" anezhan ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyDim 27 Aoû - 14:46

N'eo ket anat din c'hoazh...

Ha klot a ra an tresadennoù-mañ gant AR MENNOZH ?

fizik kimiezh ! Fizik1we9.th

fizik kimiezh ! Fizik2cq6.th

M'eo mat an tresadennoù, n'on ket a-du : dre ma 'z a ar gouloù gant tizh ar gouloù scratch e rankfe ivez ar saverezh mont gant tizh ar gouloù, ha se n'eo ket gwall bosupl !

Pe n'on ket dihunet tamm ebet, pe eo poent da Einstein tardañ gant ar boeson...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyDim 27 Aoû - 15:16

bon, n'out ket un arzour a feson ...
an tresadennoù e oas sanset da gaout a roan dit memestra, ken mat ma 'z on ! an tiredoùigoù a verk lec'h tremen ar bannig gouloù !
evel just, einstein ne oa ket re sot : an taol arnod se zo ijinarel : n'eus ket tu ober anezhan e gwir. ur bignerezh a zo sanset mont gant ur buanadur a=g, n'eo ket aes da gaout ...
ha c'hoazh, gant moayenoù ar bord e vefe tu ober memestra an tp : ne vefe ket ken kromm ar grommenn*, met tu vefe gwelet un disterig, zoken ma 'z a buan ar gouloù ...

setu ar oto d'ar mare t1.
fizik kimiezh ! Fizik1we9thwu8
en em gavout a ra ar bann goulou just d'ar bignerez, dont a ra just e barzh.

mare t2, e kenver ar paotr war al leur.
fizik kimiezh ! Fizik2cq6thbv0
gwelet vez mat eo aet "war eeun" ar gouloù ...


mare t2, e kenver ar paotr a zo er saverez.
fizik kimiezh ! Fizsr9
n'eo ket aet war eeun ar goulou evitan ! *kromm eo treug finv ar goulou !
breman ma peus an tesadennoù dirak da vri (goude da, kemmadur dre vlotaat : f->v, ha dre skrid ivez a-wechoù ...) e c'hellez adlenn tout ar preder a zo a us hag e komprenni gwelloc'h !


Dernière édition par le Dim 27 Aoû - 15:49, édité 3 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyDim 27 Aoû - 15:22

Met an eil skeudenn n'eo ket posubl !

Penaos e c'hell tremen ar gouloù a-dreuz ar voger gleiz ??
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyLun 28 Aoû - 10:34

t2 : ne dremen ket dre ar voger ! tremenet eo dre an toullig ! ha breman eman e-barzh al loch, kenderc'hel a ra gant e hent !
analogiezh : ur c'hamion a zo o vont war raok. te zo war ar c'hostez. un toull a zo er c'hostez, tennan a rez ur volotenn dre a toull. mont a raio ar volotenn war eeun ez kenver, met an toull a vo aet war raok, an toull ne vo ket lec'hiet ken etre da volotenn a zo breman er c'hamion ha te, met un tamm mioc'h en a raok. henvel eo evit ar gouloù : tremenet eo dre an toull ha kenderc'hel a ra gant e hent ! n'eo ket ar bann gouloù en e bezh a zo treset, met - - - - = lec'h tremen ar bann gouloù hervezh paotr al leur. ne dreuz ket ar goulou ar voger, kenderc'hel a ra just gant e hent er saverezh ! tu zo diverkan an - - - -, met aesoc'h eo "sanset" evit komprenn ...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyLun 28 Aoû - 12:27

OKOKOK ! setu, sklaer eo bremañ.

Gellet 'tefe lâr diouzhtu e oa ijinarel ar bordel-se... nann, rez ket biloù, me eo em eus kollet un tamm an dorn e-pad ar vakañsoù !

NEUZE, prederiomp bremañ :

Komzet 't eus un tamm uheloc'h eus ur seurt lañs o vec'hiañ war ar fotonioù. N'on ket a-enep. Da wiriekaat e vefe, met d'ar mare-se e vefe sur a-walc'h heñvel evit ar skinoù all (UV, IR, Radio...)

Eeun e vo ar gouloù evit ar banner, se 'zo sur.
Evit ar resever, avat, ne vo ket. (Gwelet a rez, kregiñ a ra da zont ganin, ket ?)
Lakaomp un den lec'hiet war kreizskouerenn an eeunenn banner-resever : evitañ e vo eeun. zoken ma fiñv unan eus an daou, chom a ray atav ar bann gouloù er plaen...

Lâret 't eus ivez :

Citation :
ma 'z a war eeun treug ar goulou, sanset ne welomp ket anezhan eeun war an douar ...

Piv a lâr dit e welomp anezhañ eeun ? Dre ma vez ket gwelet an treug, posubl eo da vat e vefe kromm !
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyLun 28 Aoû - 15:49

Tolopi a écrit:

Komzet 't eus un tamm uheloc'h eus ur seurt lañs o vec'hiañ war ar fotonioù. N'on ket a-enep. Da wiriekaat e vefe, met d'ar mare-se e vefe sur a-walc'h heñvel evit ar skinoù all (UV, IR, Radio...)
dres, sonjet em boa ivez. iskis e vefe met perak ket.
kement se a zo liammet mat gant ar pezh a zeu just war-lerc'h :
mael met ket me, egile a écrit:
Eeun e vo ar gouloù evit ar banner, se 'zo sur.
ket just a walc'h, ket sur d'an nebeutan :
kas a rez ur bann goulou war zu ... an amfin. mont a ra gant e hent, "dousig", hag e keit se e finv an douar, pe ar steredenn ma 'z eo ar steredenn a gas ar goulou. finval a ra, n'eman ket an andon, ar c'haser, el lec'h ma oa p'en deus kaset ar bann ! padal e kred ezhan eman er memes lec'h ! ma 'z aer war an tu kleiz e weler hent ar gouloù o vont war an tu dehou ...
ha c'hoazh, tu zo kredin en defe ar gouloù un hent slalom : dre ma tro an douar hag e tistro d'e lec'h orin (pezh n'eo ket gwir marteze, met ur skouer eo) e weler an hent kwaget. ha dre ma 'z a war raok ha war gil (pa vez eus un tu pe eus an tu all d'an heol) e c'heller kredin eo kemmus tizh ar goulou ...
fizik kimiezh ! Mouvementterresoleilep5.th
mont a ran un tamm re bell, met evel ma lavare Einstein (gant taol mouezh kristouf) "depantout a ra pep tra eus ar referansiel !"

istor al lans ! kredin a raen e oa ret kaout ur mas evit kaout ul "lans" bennak.
al lans zo ur "finv". ar finv a zo diblasadur ur "c"horf" e kenver unan all. ur c'horf a zo un davez, da lavaret eo gant ur mas.
daoust ha lans a c'hell kaout ar goulou pe ar skinoù (all ?) ? <=> daoust ha masek int ?
' vefe ket tu implij E=mc² aze ? n'eo ket sur met bon, tu zo klask, met n'on ket barrek a-walc'h c'hoazh ... http://fr.wikipedia.org/wiki/E%3Dmc%C2%B2 traoù a zo aze war ar c'horfoù nann masek, met da belec'h e kaso ac'hanomp ? ...

evit ma 'z afe eeun ar gouloù e kenver an andon e rankfe ar gouloù mont hervezh ur spiralenn (e bzg ?) evit bezan atav dirazan. (gellet a rafe bezan eeun ar spiralenn (???) ma vez eeun treug an andon ...) (ijin, an Douar o trein warni e unan, tro dro d'an heol, tro dro da n'ouzon ket petra c'hoazh ... ret e vefe ur spiralenn infernalenn !)
ar pezh a zo un tamm iskis memestra ...

gwir eo n'eo ket sklaer ar pezh a gontan, mont a ran un tamm e biou ...met, cf sitasioun tolop' hag ar pennad just a-us aze, hag e weloc'h ne c'hell ket bezan gwir ar pezh a lavar a zo sur ...
met ma n'eo ket eeun treug ar gouloù nag evit an andon, nag evit ar resever, e kenvr petra e lavarer eo eeun ?!
hag evit distrein d'ar gudenn orin, ur park gravitadur a laka treug ar skin goulou da vezan kromm (gwelet istor ar saverez gant a=g), perak ket ... 'toare eo desachet ar gouloù gant an toulloù du, marteze gant ar c'horfoù masek (all ?) ivez, nebeutoc'h met ...

ps : meneget em boa e oa faltazius an tp e penn kentan !


Dernière édition par le Mar 29 Aoû - 1:48, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyLun 28 Aoû - 16:49

meal a écrit:
ur spiralenn (e bzg ?)

spirale <=> troellenn

Citation :
ma n'eo ket eeun treug ar gouloù nag evit an andon, nag evit ar resever, e kenvr petra e lavarer eo eeun ?!

evit ar fotonioù d'an nebeutañ ! erfin, ha c'hoazh, aze e vefe stumm ur poent an treug...

dedennet a-walc'h on gant mennozh E=mc² gwir evit ar gouloù... Evel ma 'teus gwelet sur a-walc'h, evit ar partikulennoù nul omas e vez implijet :


fizik kimiezh ! 3dce5cb5989a661ca9ae3ed0297227a5

<=>

fizik kimiezh ! 73d78c06ba8a3df0c259f8bf72118bc0


Dedennus eo pennad wikipedia war ar fotonioù.

Displeg a ra e c'hell ar gravitadur bec'hiañ war ar fotonioù zoken m'o deus ur mas en diskuizh (au repos) nul, dre m'o deus un energiezh nann nul (cf E=mc²). Bez ez eus ivez ur skouer eus un taol arnod o prouiñ ar pezh a lâr Einstein er relativelezh : treug ar fotonioù kemmet pa tostaont ouzh an heol.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptySam 16 Sep - 15:04

sujed ar bak fizik, p 2 a écrit:
on suppose que la valeur 13,6 désintégrations par minute, pour un organisme vivant, est restée constante au cours des derniers millenaires.
o komz eus an digemm 14C/12C ...

sujed ar bak fizik adarre, e kim ar wech man, p 4 a écrit:
cette transformation, considérée comme totale

kim adarre, p 5 a écrit:
on considère que l'hydrogène libéré par la réaction est un gaz parfait

sujed ar bak fizik en dro, p 10 a écrit:
l'amortissement est assez faible pour pouvoir confondre la pseudo-période du dipôle RLC avec la période propre To du dipôle LC.
ar rezistans a zo neglijap ...

skouerioù all :
-ne vo ket dalc'het kont eus ar frotadurioù
-lakaet e vo ez eo ar referansiel geokreizek galilean
-...


goulenn :
Penaos e c'heller lavaret ez eo ar fizik ur skiant resis ? confused
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Tolopi

Tolopi


Niver a gemennadennoù : 74
Age : 36
Localisation : Etrezek an anfin, ha pelloc'h zoken...
Registration date : 09/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptySam 16 Sep - 16:37

Eh, ho, koko !

N'out ket aet e prepa evit netra (na me er skol-veur).

Ur skiant resis eo ar fizik, evit ar re a studi anezhi en un doare resis, pardi ! Met gwir eo e kavan kon ne vefe ket studiet an traoù evel ma 'z int, ha n'eo ket "aproksimasiooù".

Ur skouer eus se am eus bet ivez ar sizhun-mañ er skol-veur.

Ur gentel mat hon eus bet diwar-benn teorienn an holladoù (theorie des ensemble). Termenet en deus ar c'helenner petra oa un niver. Da c'houde en deus termenet petra 'talveze lâret 5 + 3 = 8. Lâret en deus :

Citation :
On admettra que l'addition est commutative

Hag aze, ur studier en deus respontet dezhañ e oa aet skuizh gant se el Lise, hag e oa hervezañ gwelloc'h studiañ an traoù en un doare resis.

Hag ar c'helenner da respont : OK, graet e vo neuze ar brouenn ez eo :

a + b = b + a

Kavet 'm eus se dispar !!
Revenir en haut Aller en bas
http://www.wikipedia.org
meal

meal


Niver a gemennadennoù : 37
Age : 36
Localisation : e kerichen sur a-walc'h, pe er gêr e-pad an dibenn sizhun. met ket en estren vro (diavaez leon) !
Registration date : 05/07/2006

fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! EmptyDim 17 Sep - 2:51

ok, met n'ez eus ket tu derc'hel kont james eus pep tra : ma studiez an nerzhioù o verc'hian war u sistem, bez e vo e bouez, reaktadenn al leur, ar frotadur pe me oar me, met ivez nerzh saturn o desach an objed, nerzh steredenn an norzh, nerzh an holl objedoù nij, ha nerzh ar c'heotenn a zo just en e gichen ... n'ez eus ket tu bezan resis, james !
Revenir en haut Aller en bas
http://www.storewars.org/flash/index.html
Contenu sponsorisé





fizik kimiezh ! Empty
MessageSujet: Re: fizik kimiezh !   fizik kimiezh ! Empty

Revenir en haut Aller en bas
 
fizik kimiezh !
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Forum termenidi Diwan 2005-2006 :: Goulennoù a bep seurt-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser